Rouantelezh swebat Galiza



Rouantelezh swebat Galiza a voe ar stad kentañ da zisrannañ diouzh an Impalaeriezh Roman ha da gognañ pezhioù moneiz e fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg. Lec'hiet e oa e Gallaecia hag e norzh Lusitania e voe krouet e 410 ha mont da get a reas e 584 goude un diskar hir. Bihanoc'h e oa eget rouantelezh an Ostrogoted en Italia pe hini ar Vizigoted e Spagn ne voe biken ur galloud bras. Goude ma oa bet aloubet gant ar Vizigoted e voe livet gant Braulio Zaragoza evel "Penn ar c'hornôg en ur vro diskol ma ne glever nemet ar c'horventennoù".

Rouantelezh swebat Galiza

410 – 584 Flag
Location of Rouantelezh swebat Galicia
Location of Rouantelezh swebat Galicia
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Latin ha Swebeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Dizalc'hidigezh digant an Impalaeriezh Roman 410
 - Aloubet gant ar Vizigoted 584
Munudoù kolonenn Marcus Aurelius savet e-pad e renadur evit lidañ an trec'h war pobloù evel meuriadoù suevat Marcomanni ha Quadi er bloavezh 176. Piazza Colonna (Roma).

Krouidigezh ar rouantelezh

kemmañ

En em staliañ a reas an alouberien c'hermanek war-dro Braga, Porto, Lugo hag Astorga. Da gêrbenn ar rouantelezh ez eas Braga (Bracara Augusta). Ur meuriad germanek arall, ar Voured a drevadennas ar rannvro etre ar stêrioù Cávado hag Homem. Terras de Bouro e c'halver ar vro-se c'hoazh.

Dilezet buan tre e voe o yezh gant ar Swebiz ha nebeut a roudennoù a chom anezhi. Levezonet he-deus ar portugaleg padal.

Ar rouantelezh bagan

kemmañ

Ar peoc'h a sinas Hermerig gant ar poblañsoù roman lec'hiel ha skouizh gant ar brezel e lezas e dron d'e vab Rechila. Pa aloubas ar Vizigoted al ledenez goude 416 en em astennas rouantelezh ar Swebiz war-du ar reter hag ar c'hreisteiz ha tizhout a reas Merida pe Sevilla. E 448 e varvas Rechila hag e vab, Rechiar hag a oa bet gounezet d'ar feiz katolik a yeas da roue. Faezhet ha lazhet e voe gant ar Vizigoted e 456 ha war zigresk ez eas galloud ar Swebiz goude-se. Ne chomas d'o rouantelezh nemet ar rannvroioù paour ar gwalarn ha disrannet. Disrannet e oa ar rouantelezh d'ar mare-se, war ar seblant.

Gounezet d'ar feiz gatolik

kemmañ

En doareoù liesek e vez livet gounizidigezh ar Swebiz d'ar feiz gatolik en testennoù kozh. Pennskridoù Sened-Iliz Kentañ Brage - a c'hoarvezas d'ar 1 a viz mae 561 - a veneg e voe galvet gant ur roue Ariamir e anv. Tram ma'z eo sklaer e oa katolik ar sened-iliz, disklaeroc'h ez eo an traoù evit ar roue. An dra sur nemetañ a zo en-doa aotret ar sened-iliz. Hervez Historia Suevorum gant Isidoro Sevilla e oa ar swebiz arian ha gounezet e vefent bet d'ar feiz gant ur roue Theodemar e anv gant skoazell Martin Dumio. Hervez Gregor Teurgn, avat e vefe ur roue arall Chararic e anv, en-defe gounezet e bobl d'ar feiz goude ma oa bet yalc'haet e vab a-drugarez da Sant-Martin.

Fin ar rouantelezh

kemmañ

E 569 e c'halvas Theodemir Sened-Iliz Kentañ Lugo d'ober war-dro an arianegezh tra m'en doa hini Braga graet war-dro ar briskilianegezh. E 570 e argasas Leovigild, roue ar Vizigoted, ar rouantelezh evit ar wech gentañ. Etre 572 ha 574 e aloubas-eñv traonienn an Douro. Ur feur-skrid peoc'h a voe sinet gant ar roue Miro e 575 met e 583 skoazellas hemañ emsavadeg ar priñs katolik Hermenegild. Pa varvas e voe erlerc'hiet gant Eboric met divarrek e voe hemañ da virout e c'halloud ha kaset kuit e voe gant Andeca. Leovigild a implijas an taol-stad-mañ evel un digarez da aloubiñ ar rouantelezh ha kas kuit Andeca. Goude un emsavadeg diwezhañ bleniet gant Malaric e voe staget rouantelezh ar Swebiz ouzh hini ar Vizigoted.

Roll rouaned ar Swebiz

kemmañ

Liamm diabarzh

kemmañ

Rouaned ar Sueved

Liammoù diavaez

kemmañ