Rouantelezh Bourgogn
Rouantelezh Bourgogn (Regnum Burgundiae e latin) zo ur rouantelezh frank, diazezet e douaroù Burgondia, ha Sapaodia, a voe aloubet gant Hlodwig Iañ, roue ar Franked, ha diframmet digant ar Vurgonded er VIvet kantved. Neuze e voe rannet ar vro etre e ziskennidi betek amzervezh ar C'hladdalc'helezh ha Dugelezh Bourgogn en IXvet kantved.
Eus Rouantelezh ar Vurgonded da Rouantelezh an div Vourgogn
kemmañGant mibien Hlodwig e voe echuet aloubidigezh rouantelezh ar Vurgonded e 534, ha rannet etrezo neuze.
Pa varvas Klotar Iañ en 561 e teuas Bourgogn da vout ur rouantelezh ... Gant Aostrazia ha Neustria e oa unan eus eus an teir rouantelezh frank.
Gant diskennidi Pepin, a voe maered ar palez en Aostrazia, hag e Neustria goude, hag e Bourgogn goude c'hoazh adal 687, e voe unanet an teir rouantelezh.
En Impalaeriezh frank Karl Veur e oa ur Vourgogn Veur hag anezhi
- Bourgogn Izel, er c'hornôg d'ar stêr Saône
- Bourgogn Uhel, en hanternoz d'ar menezioù Jura
- Bourgogn Trajura, er c'hreisteiz d'ar menezioù Jura, Suis hiriv
- Bourgogn ar C'hreisteiz (Bourgogne Cisjurane), anezhi Lyonnais, Viennois, Dauphiné ha Savoia).
Gant emglev Verdun e 843 e voe rannet ar Vourgogn-se:
- Bourgogn Izel a eas e-barzh Frankia ar C'hornôg, gant Karl Voal,
- ar peurrest a eas gant e lezvreur henañ Lotar Iañ. Met pa varvas Lotar e 855 e voe rannet e rouantelezh etre e dri mab:
- Bourgogn Uhel ha Bourgogn Trajura a eas gant Lotar II Lotaringia,
- Bourgogn ar C'hreisteiz ha Provañs gant Karl Provañs,
- da Loeiz II e voe roet Italia hag an titl a impalaer.
Pa varvas Karl en 863 ez eas rouantelezh Provañs gant Louis, ha pa varvas Louis en 875, eo Karl Voal an hini a gemeras div rouantelezh Italia ha Provañs.
Boson Provañs, breur-kaer Karl Voal, a voe dilennet da roue Provañs ha Bourgogn d'ar 15 a viz Here 879 — ma teuas evel-se da vezañ kentañ roue e rouantelezhioù ar franked na oa ket eus tiegezh Karl Veur.
En 888 e voe dilennet Rodolf Iañ Bourgogn da roue Bourgogn uhel (pe Bourgogne transjurane).
Huon Arle, a oa e penn rouantelezh Provañs, le concède en 934 à Rodolf II Bourgogn, roue Bourgogn transjurane. Le nouvel ensemble est le deuxième royaume de Bourgogne-Provence aussi appelé rouantelezh Arle. Padout a reas betek 1032.
Kontelezh Bourgogn a voe enteuzet en Impalaeriezh santel roman german betek 1678, pa voe staget gant Loeiz XIV ouzh ar Rouantelezh c'hall.
Klasket e voe adsevel Lotaringia gant Duged Bourgogn er XVvet kantved, met mervel a eure Charlez an Herr divab ha dishêr c'hwec'h vloaz goude diskleriet gantañ e oa dizalc'h e vro, ha da get e eas e hunvre.
Pennadoù kar
kemmañ- Burgonded
- Burgondeg (yezh c'hermanek)
- Burgondia
- Rouantelezh Kentañ ar Vurgonded
- Listenn Rouaned Bourgogn