Rummenn yezhadurel

(Adkaset eus Rummad yezhadurel)

Ur rummenn ger, ur rummenn yezhadurel pe ur rummenn c'hramadegel zo ur rummad gerioù heñvel o natur, ma c'haller lakaat an eil e-lec'h egile.

Rummennoù yezhadurel

kemmañ

Da skouer

Ur skouer : an anv-kadarn

kemmañ

Kemeromp ar skouer « Harzhal a ra ar c'hi », ha lakaomp gerioù all e-lec'h an anv « ki» .

  • Harzhal a ra ar c'hazh. Harzhal a ra ar c'hangouroued. Harzhal a ra ar skubellenn. Harzhal a ra Napoleon XIV. Harzhal a ra ar C'hallaoued. Harzhal a ra ar stered.

Ar « c'hi », ar « c'hazh », ar « c'hangouroued », hag ar re all, a zo gerioù eus ar memes rummenn yezhadurel — an anv-kadarn, amañ —, ne vern pe gwirheñvel pe nann eo ar frazenn.

Dre vras e lavarer ec'h aparchant gerioù zo ouzh ar memes rummenn yezhadurel ma c'haller lakaat an eil e-lec'h egile en ur frazenn. Treuzkemmadur a vez graet eus se peurvuiañ.

Anavezout ar rummenn yezhadurel

kemmañ

En ur geriadur e vez merket e pe rummenn, pe rummennoù, yezhadurel emañ ar gerioù : gerioù zo a c'hall bezañ lakaet e meur a rummenn. E gwirionez eo an implij a ra natur ar ger hag a lavar e pe rummenn emañ. Kemeromp ar skouerioù-mañ :

  • gwall a zo
    • un anv-kadarn : ar gwall
    • un adverb : n'eo ket gwall vat
  • mat/mad a zo
    • un anv-gwan : tud vat int
    • un anv-kadarn : ar madoù
    • un adverb : Labourit mat !
    • un estlammadell : Mat !
  • kaoc'h zo
    • un anv-kadarn : un tamm kaoc'h
    • un estlammadell : Kaoc'h !
  • debriñ zo
    • ur verb
    • un anv-kadarn : an debriñ hag an evañ. Se zo kaoz e komzer eus anv-verb e brezhoneg.
  • arabat zo
    • un anv-gwan : Arabat eo mont er-maez!
    • lakaet adverb e geriadurioù zo (Geriadur Hemon-Huon) ha yezhadurioù zoken.

Rummennoù digor pe serr

kemmañ

Ar rummennoù a vez lâret int digor pe serr. Ur rummenn zo digor ma tegemer gerioù nevez, serr ma ne ra ket, pe ral a wech. Ar rummennoù digor a zo niverus ar gerioù enne, ar rummennoù serr zo kalz bihanoc'h.

  • Er rummennoù digor e lakaer an anvioù-kadarn hag ar verboù (war-bouez ar verboù-skoazell, mar o lakaer en ur rummenn a-ziforc'h), anvioù-gwan, adverboù, hag estlammadelloù.
  • Er rummennoù serr e lakaer an araogennoù, gerioù spisaat, stagelloù, raganvioù.