Saint-Souplet
kumun Bro-C'hall
Saint-Souplet a zo ur gumun eus departamant Norzh e Bro-C'hall.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Saint-Souplet | |
Ar gêriadenn 50° 03' 19" N – 03° 31' 53" R | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Arondisamant | Cambrai |
Kanton | Le Cateau-Cambrésis |
Etrekumuniezh | Caudrésis - Catésis |
Kod INSEE | 59545 |
Kod post | 59360 |
Maer | Henri Quoniou (2014-2020) |
Gorread | 12,66 km² |
Uhelderioù • izelañ • uhelañ |
101 m 131 m |
Poblañs hep kontoù doubl • Stankter |
1 257 (2014) 99 ann./km² |
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañ- Brezel-bed kentañ: Saint Souplet a voe kemeret gant 30vet Rannlu SUA d'an 10 a viz Here 1918[1]. Emgann ar Selle a voe e Saint-Souplet d'ar 17 ha d'an 18 a viz Here 1918.
- Eil brezel-bed: adalek miz Genver 1943 e vez aozet ar Rezistañs gant makiz Mazinghien.
- 1973: staget eo kumun Escaufourt, a-raok e departamant an Aisne, ouzh kumun Saint-Souplet.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ
|
Bered ar C'hommonwealth: Saint-Souplet British Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 1 |
Aostralia | 4 |
Indez | 2 |
Kanada | 5 |
Rouantelezh-Unanet | 734 |
Zeland-Nevez | 1 |
Hollad | 747 |
Digoret e voe ar vered e dibenn ar Brezel-bed kentañ gant lu SUA ha lakaet e voe 371 milour SUAat ha seizh soudard eus ar Rouantelezh-Unanet enni. Digoret e voe ur vered all evit soudarded ar Rouantelezh-Unanet e-kichen. Tennet e voe ar bezioù SUAat goude dibenn ar brezel ha bodet e bered ar Rouantelezh-Unanet ar seizh bez a oa en dachenn SUAat ha bezioù all o tont eus an tachennoù emgann hag eus beredoù all eus ar vro tro-dro. Enoret eo er vered ivez soudarded na ouier ket e-men emañ o bez ez resis[1][2].
Armerzh
kemmañDouaroniezh
kemmañ- War lez ar stêr Aisne emañ Saint-Souplet.
Melestradurezh
kemmañMare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Henri Quoniou | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Emdroadur ar boblañs 1793-2007
kemmañ• Andonioù : Cassini hag EBSSA