Skolaj-lise Itron Varia Gwengamp
Skolaj-lise Itron Varia Gwengamp zo ur skol brevez katolik eil derez (skolaj, lise) hag un ensavadur kelennadurezh uhel (BTS) e Gwengamp. Betek ar bloavezhioù 1980 e veze renet gant kloer eus urzh Frered ar skolioù kristen savet gant Jean-Marie de Lamennais, diazezet neuze e Ploermael. Un hentad divyezhek zo er skolaj hag el lise.
Hiziv
kemmañDispartiet eo Skolaj-lise Itron Varia Wengamp etre daou lec'h : hini Sant-Dominig evit ar skolajidi 6vet ha 5vet (war-dro 350 skolajiad e 2022) hag hini an Itron-Varia evit ar c'hlasoù eus ar pevare klas betek ar BTS (war-dro 1200 skoliad)[1].
Ouzhpenn an hentadoù hollek gant 8 danvez arbennik et 4 danvez diret, al lise a ginnig an hentadoù teknologek ST2S (Skiantoù ha teknologiezhioù ar yec'hed hag ar sokial) hag STMG (Skiantoù ha teknologiezhioù ar melestramant hag ar mererezh[2]).
4 BTS zo kinniget ivez (SAM : Skor d'an obererezh melestrañ, MCO : melestramant kenwerzhel oberiat, MECP : Micherioù ar c'hened, ar c'hosmetik hag ar porfumerezh, hag ME: Micherioù an dour). Digor eo lise Itron-Varia war Europa hag ar bed hag e pouez war kelenn ar yezhoù (saozneg, alamaneg, spagnoleg, brezhoneg ha sinaeg)[3].
Un hentad divyezhek brezhonek zo e skolaj-lise Itron Varia Gwengamp, adalek ar c’hwec’hvet betek ar vachelouriezh, hag e c’haller tremen ar brezhoneg evel LVB[4] er vachelouriezh. Jef Philippe en deus graet skol vrezhonek eno e-pad meur a vloaz.
Istor
kemmañEtre 1831 ha 1913
kemmañFrered La Mennais o doa diazezet unan eus o skolioù e kêr. Ar c'huzul-kêr, avat, a savas a-du gant gant ar ar "skol genetre" er stourm a enebe ar frered oute, hag e tennas digant ar frered ar yalc'had a oa roet dezhe hag o lakaas da guitaat ar savadur a zegemere anezhe e 1831[5].
Kuzul-kêr Gwengamp a roas neuze d'an "Ensavadur dieub" "savadurioù ar skolaj, anezhe lodenn su an ti savet e krec'h ar foarlec'h". E 1852 e kemeras an ti-skol an anv a "Ensavadur dieub an Itron Varia" en un doare ofisiel.
Er bloavezhioù 1866-1890 e oa renet ar skolaj gant an abad Cotentin. Ur roll bras en deus bet da adsevel ar skolaj ha da reiñ e vrud vat dezhañ. Savet en deus ger-stur ar skolaj : Vir Ex Virtute, "Bezañ gwaz dre ar vertuz".
E 1869, a-drugarez da vrokusted Emmanuel de le Bégassière, en em stalias an ensavadur e damani ar Gabusined a denne hec'h anv eus ur gouent tadoù kabusined hag a oa bet kaset diwar dro gant an dispac'h. Eno eo e chomo da vat hag e vleunio. Dre ma kreske niver ar vugale (156 e 1896, 224 e 1903, 278 e 1915, 324 e 1923, 422 e 1940) e teuas savadurioù kozh ar gouent da vezañ re vihan. Ret e oa bet neuze kregiñ ur programm bras a savadurioù[6].
An abad Loeiz ar C'hlerg a oa kelenner eno hag e savas kentelioù diret da zeskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg adalek 1897.
1914-1968
kemmañE 1914 e oa bet rekizisionet savadur ar skolaj Itron-Varia da staliañ un ospital. Bec'h a savas da lojañ an 278 skolajiad, rak ouzhpenn-se e oa vet kemeret ivez ar pep brasañ eus a savadurioù gant an arme da staliañ burevioù ha tenzorierezh ur rejimant[7].
Goude an Eil Brezel-bed e resevas ar skolaj ar groaz brezel gant ur steredenn arc'hant, ar pezh zo ral evit ur skol. Rentañ a rae enor da galon ha da vrogarantez holl implijidi ha skolajidi ar skolaj.
Dindan renerezh ar chaloni Ollivier hag ar chaloni Liberge e kendalc'has an Ensavadur Itron-Varia da greskiñ hag e 1957, war goulenn an Ao. Coupel, eskob Sant-Brieg, e teuas Frered Ploermael da gemer penn ar skolaj. Ar frered Le Pennuen, Bellec ha Lamande a gendalc'has da ziorren ar skolaj ha d'en em ober diouzh ezhommoù a oa atav labourusoc'h ha niverusoc'h. Savadurioù nevez a oa savet (ti-jiminaz, salioù klas arbennikaet…)[8].
E 1959 e tremenas an Ensavadur Itron Varia dindan gevrad gant ar Stad hervez al lezenn Debré.
Kreskiñ a rae ar skolaj. Ne oa c'hoazh nemet ur skolaj evit ar baotred met adalek 1967-68 e krogas da genlabourat gant ar skol-uhel Sant-Dominig, ur skolaj merc'hed dalc'het gant Dominikanezed, hag en un nebeud bloavezhioù e teuas da vezañ ur skolaj kemmesk penn-da-benn[9].
1974-1999
kemmañE 1974 e oa fiziet renerezh ar skolaj en ur rener lik gant asant Frered Ploermael ha kargidi an deskadurezh katolik en eskopti. An aotrou Jean-Yves Savidan e oa ar rener kentañ. Dont a ra ar skol da vezañ al lise eil derez Itron Varia[10].
E 1977, goude krouidigezh ar c'hlasoù eilved T4 da gentañ, heuliet gant digoradur an hentadoù SMS ha STT, e teu Itron Varia da vout ul lise eus an eil derez hag ul lise teknik. E 1986 e tigor an ensavadur d'ar gelennadurezh uhel gant digoradur ar c'hentañ hentad BTS (obererezh kenwerzhel), heuliet e 1988 gant un eil stummadur (bureveg, deuet da vezañ skoazeller renerezh)[11].
E 1988 ez a kuit ar frered diwezhañ.
En 1989, An Ao. Savidan, anvet rener an deskadurezh katolik en eskopti, a lez e bost d'an Ao. Daniel Le Chevillier a gendalc'h digoradur ar skol d'ar bed sokio-ekonomikel. Digeriñ a ra un trede stummadur teknikourien uhel e 1994 (Micherioù an dour).
E 1996-1997, an Ao. Philippe Le Faou, bet skoliet er skolaj-lise, bet rener ar skolaj Sant-Erwan e Landreger ha bet e karg eus stummadurioù an eil-derez e DDEC Sant-Brieg, a gemer lec'h an Ao. Daniel Le Chevillier, galvet da ren Charles-de-Foucauld e Brest.
E 1998-1999 e kendeuz ar skolaj Sant-Dominik hag al Lise-Itron-Varia. An Ao. Le Faou a zeu da vezañ rener al lise hag ar skolaj.
Kelennerien bet er skolaj
kemmañ- Ao. Bezvoet, bet rener (war-dro 1919[12])
- Loeiz ar C'hlerg (1861-1944), beleg ha skrivagner brezhoneg
- Francois Dobet (1898-1962), beleg hag istorour
- Ao. Guyomard, bet rener (a-raok miz Here 1919[13])
- Lan Inisan etre 1874 ha 1879[14]
- Bertrand Loyer, beleg ha barzh, bet mestr-studi er skolaj
- Jef Philippe, kelenner galleg ha brezhoneg, skrivagner ha kaner brezhoneg.
Skolidi
kemmañ- Aogust ar Bourdoneg, saver ar son "Ar falc'herien"
- Francois Dobet
- Frañsez an Du, beleg, saver pezhioù-c'hoari, barzh ha skrivagner brezhonek
- Frañsez Gwilhouzig, skrivagner
- Frañsez Jaffrennou, skrivagner
- Loïk Le Floch-Prigent (Daveoù a vank)
- Alexandre Marion[15], saver ar son "Kolaj Gwengamp"[16]
- Erwan ar Moal
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, Etablissement (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, Etablissement (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, Etablissement (2022)
- ↑ Langue Vivante B, trede yezh goude ar galleg.
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
- ↑ Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
- ↑ Feiz ha Breiz, Nnn 1, 1919, p. 29
- ↑ Feiz ha Breiz, Nnn 1, 1919, p. 29
- ↑ Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 13
- ↑ Loeiz ar C'hlerg, Ma Beaj Jeruzalem, 1902
- ↑ "Kan kolaj Gwengamp" e levraoueg manati Landevenneg