Skolaj-lise Itron Varia Gwengamp

Skolaj-lise Itron Varia Gwengamp zo ur skol brevez katolik eil derez (skolaj, lise) hag un ensavadur kelennadurezh uhel (BTS) e Gwengamp. Betek ar bloavezhioù 1980 e veze renet gant kloer eus urzh Frered ar skolioù kristen savet gant Jean-Marie de Lamennais, diazezet neuze e Ploermael. Un hentad divyezhek zo er skolaj hag el lise.

HizivAozañ

Dispartiet eo Skolaj-lise Itron Varia Wengamp etre daou lec'h : hini Sant-Dominig evit ar skolajidi 6vet ha 5vet (war-dro 350 skolajiad e 2022) hag hini an Itron-Varia evit ar c'hlasoù eus ar pevare klas betek ar BTS (war-dro 1200 skoliad)[1].

Ouzhpenn an hentadoù hollek gant 8 danvez arbennik et 4 danvez diret, al lise a ginnig an hentadoù teknologek ST2S (Skiantoù ha teknologiezhioù ar yec'hed hag ar sokial) hag STMG (Skiantoù ha teknologiezhioù ar melestramant hag ar mererezh[2]).

4 BTS zo kinniget ivez (SAM : Skor d'an obererezh melestrañ, MCO : melestramant kenwerzhel oberiat, MECP : Micherioù ar c'hened, ar c'hosmetik hag ar porfumerezh, hag ME: Micherioù an dour). Digor eo lise Itron-Varia war Europa hag ar bed hag e pouez war kelenn ar yezhoù (saozneg, alamaneg, spagnoleg, brezhoneg ha sinaeg)[3].

Un hentad divyezhek brezhonek zo e skolaj-lise Itron Varia Gwengamp, adalek ar c’hwec’hvet betek ar vachelouriezh, hag e c’haller tremen ar brezhoneg evel LVB[4] er vachelouriezh. Jef Philippe en deus graet skol vrezhonek eno e-pad meur a vloaz.

IstorAozañ

Etre 1831 ha 1913Aozañ

Frered La Mennais o doa diazezet unan eus o skolioù e kêr. Ar c'huzul-kêr, avat, a savas a-du gant gant ar ar "skol genetre" er stourm a enebe ar frered oute, hag e tennas digant ar frered ar yalc'had a oa roet dezhe hag o lakaas da guitaat ar savadur a zegemere anezhe e 1831[5].

Kuzul-kêr Gwengamp a roas neuze d'an "Ensavadur dieub" "savadurioù ar skolaj, anezhe lodenn su an ti savet e krec'h ar foarlec'h". E 1852 e kemeras an ti-skol an anv a "Ensavadur dieub an Itron Varia" en un doare ofisiel.

Er bloavezhioù 1866-1890 e oa renet ar skolaj gant an abad Cotentin. Ur roll bras en deus bet da adsevel ar skolaj ha da reiñ e vrud vat dezhañ. Savet en deus ger-stur ar skolaj : Vir Ex Virtute, "Bezañ gwaz dre ar vertuz".

E 1869, a-drugarez da vrokusted Emmanuel de le Bégassière, en em stalias an ensavadur e damani ar Gabusined a denne hec'h anv eus ur gouent tadoù kabusined hag a oa bet kaset diwar dro gant an dispac'h. Eno eo e chomo da vat hag e vleunio. Dre ma kreske niver ar vugale (156 e 1896, 224 e 1903, 278 e 1915, 324 e 1923, 422 e 1940) e teuas savadurioù kozh ar gouent da vezañ re vihan. Ret e oa bet neuze kregiñ ur programm bras a savadurioù[6].

An abad Loeiz ar C'hlerg a oa kelenner eno hag e savas kentelioù diret da zeskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg adalek 1897.

1914-1968Aozañ

E 1914 e oa bet rekizisionet savadur ar skolaj Itron-Varia da staliañ un ospital. Bec'h a savas da lojañ an 278 skolajiad, rak ouzhpenn-se e oa vet kemeret ivez ar pep brasañ eus a savadurioù gant an arme da staliañ burevioù ha tenzorierezh ur rejimant[7].

Goude an Eil Brezel-bed e resevas ar skolaj ar groaz brezel gant ur steredenn arc'hant, ar pezh zo ral evit ur skol. Rentañ a rae enor da galon ha da vrogarantez holl implijidi ha skolajidi ar skolaj.

Dindan renerezh ar chaloni Ollivier hag ar chaloni Liberge e kendalc'has an Ensavadur Itron-Varia da greskiñ hag e 1957, war goulenn an Ao. Coupel, eskob Sant-Brieg, e teuas Frered Ploermael da gemer penn ar skolaj. Ar frered Le Pennuen, Bellec ha Lamande a gendalc'has da ziorren ar skolaj ha d'en em ober diouzh ezhommoù a oa atav labourusoc'h ha niverusoc'h. Savadurioù nevez a oa savet (ti-jiminaz, salioù klas arbennikaet…)[8].

E 1959 e tremenas an Ensavadur Itron Varia dindan gevrad gant ar Stad hervez al lezenn Debré.

Kreskiñ a rae ar skolaj. Ne oa c'hoazh nemet ur skolaj evit ar baotred met adalek 1967-68 e krogas da genlabourat gant ar skol-uhel Sant-Dominig, ur skolaj merc'hed dalc'het gant Dominikanezed, hag en un nebeud bloavezhioù e teuas da vezañ ur skolaj kemmesk penn-da-benn[9].

1974-1999Aozañ

E 1974 e oa fiziet renerezh ar skolaj en ur rener lik gant asant Frered Ploermael ha kargidi an deskadurezh katolik en eskopti. An aotrou Jean-Yves Savidan e oa ar rener kentañ. Dont a ra ar skol da vezañ al lise eil derez Itron Varia[10].

E 1977, goude krouidigezh ar c'hlasoù eilved T4 da gentañ, heuliet gant digoradur an hentadoù SMS ha STT, e teu Itron Varia da vout ul lise eus an eil derez hag ul lise teknik. E 1986 e tigor an ensavadur d'ar gelennadurezh uhel gant digoradur ar c'hentañ hentad BTS (obererezh kenwerzhel), heuliet e 1988 gant un eil stummadur (bureveg, deuet da vezañ skoazeller renerezh)[11].

E 1988 ez a kuit ar frered diwezhañ.

En 1989, An Ao. Savidan, anvet rener an deskadurezh katolik en eskopti, a lez e bost d'an Ao. Daniel Le Chevillier a gendalc'h digoradur ar skol d'ar bed sokio-ekonomikel. Digeriñ a ra un trede stummadur teknikourien uhel e 1994 (Micherioù an dour).

E 1996-1997, an Ao. Philippe Le Faou, bet skoliet er skolaj-lise, bet rener ar skolaj Sant-Erwan e Landreger ha bet e karg eus stummadurioù an eil-derez e DDEC Sant-Brieg, a gemer lec'h an Ao. Daniel Le Chevillier, galvet da ren Charles-de-Foucauld e Brest.

E 1998-1999 e kendeuz ar skolaj Sant-Dominik hag al Lise-Itron-Varia. An Ao. Le Faou a zeu da vezañ rener al lise hag ar skolaj.

Kelennerien bet er skolajAozañ

SkolidiAozañ

Liammoù diavaezAozañ

NotennoùAozañ

  1. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, Etablissement (2022)
  2. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, Etablissement (2022)
  3. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, Etablissement (2022)
  4. Langue Vivante B, trede yezh goude ar galleg.
  5. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
  6. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
  7. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
  8. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
  9. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
  10. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
  11. Notre-Dame, collège-Lycée, pôle étudiant, "historique" (2022)
  12. Feiz ha Breiz, Nnn 1, 1919, p. 29
  13. Feiz ha Breiz, Nnn 1, 1919, p. 29
  14. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 13
  15. Loeiz ar C'hlerg, Ma Beaj Jeruzalem, 1902
  16. "Kan kolaj Gwengamp" e levraoueg manati Landevenneg