Tigr dent sabrenn
| |||
---|---|---|---|
Tigr dent sabrenn
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Bronneg | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Iskerentiad : | Machairodontinae | ||
Genad : | Smilodon | ||
Spesadoù | |||
Pelec'h e veze kavet | |||
Amerika | |||
Prantad | |||
Pleistosen | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An Tigr dent sabrenn, anvet ivez Smilodon (gresianeg : dant-kontell), a oa ur pezh mell kazhheñvel, an hini brasañ a anavezer, hag a veve gwechall en Amerika, etre 3 milion a vloavezhioù ’zo ha 10 000 bloaz ’zo pe war-dro. Aet eo al loen-se da get bremañ.
Daoust d’e anv pobl ne oa ket un tigr anezhañ.
Ar spesadoù
kemmañKavet ez eus bet betek-henn pemp spesad disheñvel :
- Smilodon fatalis, 1.6 milion-10 000 bloaz ’zo. Ment etre. Bevañ a rae koulz en Amerika an Norzh hag en hini ar Su.
- Smilodon gracilis, 2.5 milion-500 000 bloaz ’zo. Ar spesad bihanañ.
- Smilodon populator, 1 milion-10 000 bloaz ’zo. Ar spesad brasañ. Bevañ a rae e reter Amerika ar Su
- Smilodon californicus ha Smilodon floridus, isspesadoù marteze eus ar Smilodon fatalis.
Doareoù pennañ
kemmañUn tigr dent sabrenn en e vent a oa brasoc'hik eget ul leon, met an hanter pounneroc’h e oa (200 kg). Berr e oa e lost, un tamm evel ul liñs, bras e oa e benn ha pavioù kreñv-kreñv en devoa. Pa oa digor-frank e c’heol e tiskenne e garvan eus 95 derez. Pep hini eus e ankdent (dent-lagad) a rae 18 cm pe war-dro.
Doareoù bevañ
kemmañChaseal a rae megatheriumed, machraucheniaed, kezeg gouez, mastodonted, mammouted yaouank ha bizoned.
Moarvat e chaseent evel al leoned a-vremañ. Ar parezed eo a ra al labour, ha ne c’hellont redek nemet war pennadoù berr.
Kavet ez eus bet skeledennoù tigred dent sabrenn bet gloazet-bras met chomet bev. Soñjal a ra d’ar skiantourien neuze e c’hellent bevañ a-familhoù bras ma veze sikouret ar re gwall dapet.
Ne zebrent nemet kig, hag ezhomm o devoa da zebriñ war-dro 8 kg bemdez (evit ar Smilodon populator).
Kazheged all gant dent sabrenn
kemmañKazheged all gant dent sabrenn a zo bet en istor loened an Douar, en Afrika hag en Eurazia. En Aostralia e oa ivez ul loen a denne dezhañ, met ur godelleg e oa.
Mont da get
kemmañE dibenn ar marevezh skorn diwezhañ ez int aet da get. Moarvat e rae diouer al loened debrerien-geot bras a oa chaseet ganto.
Mojenn an tigr dent sabrenn
kemmañA-douez an holl loened aet da get eo an tigr beg sabrenn unan eus ar re anavezetañ, gant ar mammouted hag an dinosaored. Kavet e vez alies el lennegezh hag er filmoù a denn d’ar ragistor.
Gorak pe Gora a veze graet anezhañ gant Rahan (bannoù-treset).