Tad Eujen

Gwilherm ar C'hev, pe an Tad Eujen, ganet e Gwengad d'ar 14 a viz Gwengolo 1895 ha marvet en Oriant d'an 18 a viz C'hwevrer 1975, a oa ur manac'h kabusin ha skrivagner brezhonek.

Goude e studioù e kloerdi bihan Pontekroaz hag er Mañs ez eas da dad kabusin, gant an anv "Tad Eujen a Wengad". Pa oa e kouent an Oriant e krouas ar gelaouenn Ar Vuhez Kristen, hag Er Vuhé Kristen ivez, rak daou embannadur a oa eus ar c'hannadig-se, an eil e KLT hag egile e gwenedeg. E 1935 e voe anvet da briol kouent kabusined Rosko. Eno e voe embannet kalz levrioù gant Ar Vuhez Kristen, levrioù savet gant an Tad Eujen, an Tad Medar, ha beleien all c'hoazh evel Eozen Vari Madeg pe Visant Seite. Distreiñ a reas an Tad Eujen d'an Oriant goude ar brezel. Goude un nebeud bloavezhioù e lec'hioù all (Calais, Gwengamp), e echuas e vuhez en Oriant, ma varvas e 1975.