Taraba major
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Thamnophilidae | ||
Genad : | Taraba | ||
Anv skiantel | |||
Taraba Lesson, 1831 | |||
Anv skiantel | |||
Taraba major (Vieillot, 1816) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Taraba major[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Thamnophilidae.
Anvet e voe Thamnophilus major (kentanv) da gentañ-penn (e 1816) gant an evnoniour gall Louis Jean Pierre Vieillot (1748-1831).
Ar spesad nemetañ er genad Taraba an hini eo. Un anagramm eo da anv ur genad all eus ar c'herentiad : Batara.
Doareoù pennañ
kemmañBoued
kemmañBevañ a ra diwar amprevaned a bep seurt hag artropoded all koulz ha melc'hwed-krogennek ha blotviled all ; kemer a ra mellkeineged bihan ivez (glazarded, raned da skouer)[2].
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an dek isspesad[3] anezhañ e Kreiz ha Suamerika, en un takad hag a ya eus reter Mec'hiko da hanternoz Arc'hantina :
- Taraba major borbae, e kornôg-kreiz Brazil kreisteiz an Amazon,
- T. m. duidae, e Cerro Duida (gevred Venezuela),
- T. m. granadensis, e hanternoz ha kreiz Kolombia ha gwalarn Venezuela,
- T. m. major, e reter Bolivia, Paraguay, kreisteiz Brazil ha hanternoz Arc'hantina,
- T. m. melanocrissus, eus gevred Mec'hiko da gornôg Panamá,
- T. m. melanurus, e kornôg Amazonia,
- T. m. obscurus, eus kornôg Costa Rica da hanternoz Kolombia,
- T. m. semifasciatus, e reter Kolombia, kreisteiz ha biz Venezuela, Gwianaoù ha biz ha kreiz Brazil,
- T. m. stagurus, e reter ha biz Brazil,
- T. m. transandeanus, e mervent Kolombia, kornôg Ecuador ha gwalarn Perou.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) Taraba major el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Taraba major.
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: