Théodore Pilven le Sévellec
Théodore Pilven le Sévellec, pe Boc'hruzig ar c'halvar, ganet d'ar 26 a viz Mae 1842 e Gwiseni, marvet d'an 3 a viz Kerzu 1924 e Paris, oa ur barner hag a skrivas un dornad levrioù embannet e dibenn an XIXvet kantved ha deroù an XXvet.
E vuhez
kemmañLucien Pilven e oa anv e dad, maer Gwiseni, ha Jeanne Marie Joséphine Le Sévellec hini e vamm. Eñ an hini a stagas an daou anv. Skoliet e voe e skol bublik Gwiseni, hervez Lukian Raoul, ma anavezas ar simbol. Goude e voe skoliet e Kastell-Paol ha Lesneven.
Perzh a gemeras e Brezel 1870 gant Arme Breizh, ha bet e oa e kamp Konli. Goude ar brezel e voe barner e Lisieux, Kintin, Kastell-Briant ha Roazhon.
Dimeziñ a reas da Louise de la Haye Saint-Hilaire e 1892, da 50 vloaz. Ur mab en doe, Xavier Pilven le Sévellec.
Hiziv ne gaver ken an anv Pilven le Sévellec e Breizh.
Oberennoù
kemmañ- Un tzar en Bretagne, 1872
- La Bretagne à la Guerre de l'Indépendance américaine, 1777-1783, Société "La Bretagne", Paris, 1918.
Troidigezhioù
kemmañ- Etre 1889 ha 1892 ec'h embannas troidigezh Emgann Kergidu er gelaouenn c'hallek L'Hermine.
- Efflam Koed-Skau, Erauk pautred ! (diwar En avant les gas ! marche de l'Union de la jeunesse catholique bretonne), 1905, 7 pajennad.
- Alfred Monnin, Kenteliou Aotrou Persoun Ars, Brest, 1906.
Liammoù diavaez
kemmañ- fichenn e-barzh "my heritage"