The Prisoner
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
The Prisoner (Ar Prizoniad e brezhoneg) zo ur stirad skinwel breizhveuriat, krouet gant George Markstein ha Patrick McGoohan.
Goude bezañ bet diskouezet war CTV Television Network (Kanada) d'ar 5 a viz Gwengolo 1967 e voe skignet ar seitek pennad hanter-kant munutenn a ya d'ober ar stirad adalek an 29 a viz Gwengolo da-heul (war Associated Television, Bro-Saoz) betek ar 1añ a viz C'hwevrer 1968 :
- Arrival sevenet gant Don Chaffey,
- The Chimes of Big Ben gant Don Chaffey,
- A. B. and C. gant Pat Jackson,
- Free For All gant Patrick McGoohan,
- The Schizoid Man gant Pat Jackson,
- The General gant Peter Graham Scott,
- Many Happy Returns gant Patrick McGoohan (evel Joseph Serf),
- Dance of the Dead gant Don Chaffey,
- Checkmate gant Don Chaffey (pevar fennad sevenet gantañ en holl),
- Hammer into Anvil gant Pat Jackson,
- It's Your Funeral gant Robert Asher,
- A Change of Mind gant Patrick McGoohan,
- Do Not Forsake Me Oh My Darling gant Pat Jackson (pevar fennad sevenet gantañ en holl),
- Living in Harmony gant David Tomblin,
- The Girl Who Was Death gant David Tomblin (daou bennad sevenet gantañ en holl),
- Once Upon a Time gant Patrick McGoohan,
- Fall Out gant Patrick McGoohan (pemp pennad sevenet gantañ en holl).
Bet troet an darn vrasañ eus an darvoudoù e Portmeirion (ur gêriadenn e Kembre) e reas berzh bras The Prisoner, ma voe skignet en un toullad mat a vroioù all :
- 12 a viz C'hwevrer 1968 (Saarroksissa Finland),
- 18 a viz C'hwevrer 1968 (Le Prisonnier Bro-C'hall),
- 1añ a viz Mezheven 1968 ( Stadoù-Unanet),
- 16 a viz Eost 1969 (Nummer 6 Alamagn), hag all...
An tudennoù pennañ
kemmañDalc'het e voe roll an dudenn bennañ — hini ar Prizoniad — gant an aktour stadunanat-iwerzhonat Patrick McGoohan e-pad an holl bennadoù. Daou aktour all a voe gwelet meur a wech ivez : Angelo Muscat (ar mestr-ostaleri e servij Niverenn 2 ; pevarzek pennad) ha Peter Swanwick (ar goursellour ; eizh pennad). Niverenn 2 a oa un dudenn o tont ingal ; dre na zeue ket a-benn da gendrec'hiñ ar Prizionad da genlabourat gantañ e veze cheñchet da-geñver hogos pep pennad :
- 1. George Baker,
- 2, 16 ha 17. Leo McKern,
- 3 ha 6. Colin Gordon,
- 4. Rachel Herbert,
- 5. Anton Rodgers,
- 7. Georgina Cookson,
- 8. Mary Morris,
- 9. Peter Wyngarde,
- 10. Patrick Cargill,
- 11. Derren Nesbitt,
- 12. John Sharpe,
- 13. Clifford Evans,
- 14. David Bauer,
- 15. Kenneth Griffith.
An danvez
kemmañE Londrez. Emañ un den gant e hent d'ar gêr goude bezañ roet e zilez eus e vicher a boliser kuzh. Erruet en e ranndi e koll e anaoudegezh gant ar gaz bet c'hwezhet enni : dihuniñ a ra en ur gêr vihan hag a ziskouez bezañ ur prizon ha n'haller ket tec'hel dioutañ, miret ma vez neb a glask hen ober gant ur seurt c'hwezigell wenn vras ! Renet eo ar gêr iskis-se gant un den, Niverenn 2 e anv-dezhañ. Gouzout petra zo kaoz en deus roet Niverenn 6 — anv nevez ar Prizoniad — e zilez a glasko hennezh ober diehan. Ur mennozh hepken a chom e penn ar prizoniad nevez erruet : mont kuit diouzh e vac'h ar buanañ ar gwellañ dre n'eo ket evit gouzout gant piv eo bet paket : gant e genseurted kozh pe gant an enebourien a stourme oute n'eus ket pell 'zo c'hoaz...