Timbroù Chile
Emañ Chile e Suamerika. Ur republik dizalc’h eo abaoe 1818.
E miz Gouere 1853 e voe embannet an timbroù kentañ, ha ne oant ket kranellet. Moullet e Londrez, gwerzhet e vezent 5 ha 10 centavos (da lavaret eo 0,05 - 0,10 peso) e burevioù-post Valparaíso ha Santiago. Dibabet e voe enoriñ ar moraer Kristol Goulm, ur redi zoken rak hervez ul lezenn votet er Parlamant ne oa ket aotreet poltred an tudennoù all war an timbroù estreget hini an avanturour eus Genova. Koulskoude, an diouer a dimbroù-post a briz izel a lakaas an dud da implij timbroù-telegraf dreistmoullet e 1904 ha tamm-ha-tamm e voe dilezet al lezenn.
Etre 1865 ha 1881 e veze fiziet al lizheroù kaset d’ar broioù estren e servijoù postoù Breizh-Veur e Chile. Ur siell ispisial gant barrennoù a voe implijet e porzhioù Valparaíso (siell C30), Caldera (C37), Cobija (C39) ha Coquimbo (C40). Burevioù post gall a oa bet digoret ivez e Caldera ha Valparaiso.
Da vare Brezel ar Meurvor Habask e voe dreistmoullet timbroù Perou (etre 1879 ha 1881).
Emezelañ a reas Stad Chile ouzh Unvaniezh Postoù ar Bed d’ar 1añ a viz Ebrel 1881.
E 1910, da-geñver kantvet deiz-ha-bloaz an Dizalc'hiezh Vroadel e voe embannet ur rummad timbroù-lidañ ma voe implijet evit ar wech kentañ skeudennoù liesseurt war timbroù : harozed ar brezel dieubiñ, monumantoù ha skeudennoù emgannoù. War bep hini e lenner ar bloazioù 1810 ha 1910, hag anv an ti-moullañ e New York en traoñ (American Bank Note Co. N.Y). Pemzek timbr a ya d’ober ar rummad timbroù-lidañ-se.
Heuliet e voe e 1911 gant ur rummad ken brogarour all oc’h enoriñ prezidanted ha dieuberien ar vro : Bernardo O'Higgins, Ramon Freire, Anibal Pinto hag all. Kendalc’het e voe e-pad pell amzer gant ar politikerezh embann timbroù-lidañ (deiz-ha bloaz kêr Santiago, hini ar Groaz Ruz, hini Skol-Veur Chile…). E 1952 hag e 1958 e voe enoret maouezed evit ar wech kentañ : Izabel Iañ Kastilha hag ar varzhez Gabriela Mistral (Priz Nobel al Lennegezh e 1945).
Ma lakaomp a-gostez an timbr embannet e 1970 evit brudañ broadeladur ar mengleuzioù kouevr, n’eus bet timbr ebet a vije warnañ liv politikel ar Prezidant sokialour dilennet e 1970 Salvador Allende. Pa voe erlerc’hiet e penn ar Stad gant an diktatour Augusto Pinochet avat e voe splannoc’h ar cheñchamant : timbroù evit gourc’hemenniñ an arme hag ar polis (1974), deiz-ha-bloaz ar renad politikel (1976, 1977, 1980), 50vet deiz-ha-bloaz an Aerlu…
Pa zeuas an demokratelezh en-dro (1990) e voe gwelet poltred Salvador Allende (rummad Prezidanted Chili e 1990), hini Priz Nobel al Lennegezh Pablo Neruda (e 1991) pe hini ar sindikalour Clotario Blest (1993) evit ar wech kentañ.
Bep an amzer ez eus bet embannet timbroù o skeudenniñ tiriadoù chileat tramor : Enez Pask pe tiriadoù Antarktika.
Postoù dre-nij
kemmañKroget e voe gant an treuzdougen lizheroù dre garr-nij d'ar 1añ a viz Genver 1919 gant ur veaj eus Santiago de Chile da Valparaíso. E 1927 e voe embannet an timbroù dre-nij kentañ hag implijet e voent gant ar gompagnunezh aerborzhiañ c'hall Testart war an hent Santiago – Valparaíso.
Postoù lec’hel Enezeg Douar an Tan
kemmañE fin an XIXvet kantved en em stalias an avanturour rouman yaouank Julius Popper (1857-1893) war an enezenn bellañ e su kevandir Amerika hag e reas anezhi e berc'henniezh. Moullañ a reas timbroù gant ar meneg TIERRA DEL FUEGO da vout implijet evit kas lizheroù da Chile ha da Arc’hantina.