Julius Popper
Julius Popper (București, 15 Kerzu 1857) — Buenos Aires, 5 Even 1893), Julio Popper e anv e spagnoleg, a oa un ijinour, un douarour, un ergerzher hag ur c'hartennour Arc'hantinat a orin eus Roumania. Brudet eo bet evel conquistador (alouber) Enezeg Douar an Tan, hag evel unan eus atebeien gouennlazh annezidi an enezeg, ar boblad amerindian anvet Selk'named.
Julius Popper | |
---|---|
Poltredet e 1898
| |
Ganedigezh | 15 Kerzu 1857 București Valakia |
Marv | 5 Even 1893 Buenos Aires Arc'hantina |
Broadelezh | Otoman Arc'hantinat |
Yezhoù | Roumaneg Saozneg |
Micher | Ijinour Douarour Ergerzher Kartennour |
Respet | 1878-1893 |
Oberoù pennañ | Adtresañ La Habana Adtresañ New Orleans Trevadenniñ Patagonia Gouennlazh ar Selk'named |
Buhez
kemmañGanet e oa bet Julius Popper d'ar 15 a viz Kerzu 1857 en un tiegezh Yuzevien e București, Priñselezh Valakia, a oa e dalc'h an Impalaeriezh otoman er grez-se. Un hendraour pinvidik e oa e dad, a c'hallas kas Julius d'ober e studi e Pariz ma voe stummet evel ijinour liestachenn (École nationale des Ponts et Chaussées ha Sorbonne ; douaroniezh, douarouriezh, fizik, hinouriezh, kimiezh ha tudoniezh).
Goude en devout labouret en Europa e-pad un nebeud bloavezhioù e voe tutaet evit kemer perzh er sevel rouedad ar pellskriver e Chile. Pan erruas en Arc'hantina e 1885, oadet a 28 vloaz, e klevas anv eus kavadennoù aour en Enezeg Douar an Tan. Bloaz goude e voe aotreet gant gouarnamant Arc'hantina da aozañ un ergerzhadeg, 18 den enni, evit krouiñ mengleuzioù nepell diouzh San Sebastián ; poultr aour a gavjont ervat e bae San Sebastián.
Gwarezet e oa ar skipailh gant goprsoudarded armet-kreñv ha dindan urzhioù J. Popper, a rene pep tra en ergerzhadeg. Pa voe argadet ar strollad gant ur bagad Amerindianed Selk'nam armet gant gwaregoù e voe lazhet ar re-se a-dennoù fuzuilhoù ; an ijinour a c'hourc'hemennas ma vefe poltredet a-c'haoliad war ar berniad korfoù-marv[1].
Berzh a eure an ergerzhadeg pa voe dastumet kementadoù bras a aour gant an embregerezh Compania de Lavaderos de Oro del Sud bet diazezet gant Popper d'ar 25 a viz Gouere 1887[2], ken e rastellas gounidoù divent en eskemmdi Arc'hantina.
Derc'hel start d'e veli war Batagonia a eure Julius Popper gant harp e arme brevez. Embann e voneiz hag e dimbroù dezhañ a eure evit aroueziañ e c'halloud. Pa gouezhas ar peso arc'hantinat en e boull e 1890 e troas an dud war-zu moneiz aour ar Rouman. D'ar mare-se ivez e tresas an ijinour neuz nevez La Habana e Cuba[3].
-
Moneiz Popper, 1889
-
Timbr Popper, 1891
Taer e voe stourm Julius Popper ouzh e enebourien : kastizet-garv e veze ar glaskerien aour na oant ket gopret gantañ koulz hag al laeron, ha kement-se hervez lezennoù bet savet gantañ e-unan. Gwashañ dremm e feulster e voe ar perzh a gemeras e gouennlazh an Amerindianed Selk'nam a voe en Enezeg Douar an Tan etre dibenn an XIXvet kantved betek ar bloavezhioù 1920 (war-dro 4 000 Selk'nam a oa e 1850, ne chome nemet war-dro 100 e 1930)[4] : kas e arme brevez a reas da skoazellañ chaseourien gopret gant magerien deñved ha mengleuzerien evit lazhañ Amerindianed da-heul dizemglevioù a-fet tiriadoù[5].
Da get ez eas diktatouriezh Julius Popper goude e dremenvan trumm d'ar 5 viz Even 1893 e Buenos-Aires. Den ne oar a-zivout abeg resis an darvoud : yaouank c'hoazh (35 bloaz) ha yac'h e oa an ijinour, hogen kalz enebourien a oa dezhañ er Su[1].
Levrlennadur
kemmañ- (es) Alem, Leandro N. : Julius Popper - El Emperador de la Patagonia. Kavet : 04 Kzu 24.
- (es) Braun Menéndez, Armando : Julio Popper, el dictator fueguino. Kavet : 04 Kzu 24.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Spears, John Randolph : The Gold Diggings of Cape Horn: A Study of Life in Tierra del Fuego and Patagonia. New York : G. P. Putnam's Sons, 1895, p. 11. Kavet : 04 Kzu 24.
- ↑ (es) Maertinic Beros, Mateo : La minería aurífera en la región austral americana (1869-1950). Kavet : 04 Kzu 24.
- ↑ Leandro Alem, op. cit.
- ↑ (en) Gardini, Walter : Restoring the Honour of an Indian Tribe-Rescate de Una Tribu. Anthropos, levrenn 79, niv. 4/6, 1984, pp. 645–47, JSTOR. Kavet : 04 Kzu 24.
- ↑ (en) Ray, Leslie : Language of the Land – The Mapuche in Argentina and Chile. København : International Work Group for Indigenous Affairs, 2008, pp. 80 ha 207 (ISBN 9788791563379)