Timbroù fazius
« Timbroù fazius » a vez graet eus ar re ma'z eus bet moullet war ar skeudenn ur fazi hep youl an aozer : un dorn dezhañ c’hwec’h biz, ul loen ha n’eus ket anezhañ hervez e neuz, fazi gant bevennoù ur vro pe livioù ur banniel, ur fazi istorel, ur fazi skritur... War an timbroù gouestlet d’an natur (loened ha bleunioù) e vezer boas da gavout fazioù gant an anv latin da skouer.
Ar fazioù-se a sell ouzh ar veizadenn hec’h-unan, met argerzh ar moullañ a zo (bet) kaoz da fazioù niverus ivez : timbroù bet moullet a-dreuz, livioù fall, tresadennoù amsklaer, hag all.
Ur fazi resis a c'hell bezañ en un nebeud degadoù a skouerennoù hepken, ha fazioù anavezet mat zo, evel an timbr embannet e Sveden e 1855 anvet Treskilling Yellow, a zo dibar e liv (melen e-lec’h glas). Priziet-bras eo an timbroù fazius gant an dastumerien, gant lod o frizioù meur a vil gwech uheloc'h eget an timbroù reizh eus o seurt.
Ral eo ar fazioù gwirion, rak kontrollet-strizh e vez an timbroù gant ar melestradurezhioù post a-raok o lakaat e gwerzh.
Ar fazioù anavezetañ
kemmañ- Fazi talvoud-gwerzh : ur talvoud-gwerzh uhel zo bet merket war un timbr a oa izel e briz sañset.
- Fazi disoñjal : mankout a ra ul lodenn eus tres an timbroù.
- Fazi moullañ : moullet ez eus bet timbroù daoubennek.
- Fazi liv : moullet eo bet an timbr gant al liv(ioù) fall pe war ur paper liv fall.
- Fazi toullañ : mankout a ra toulloù en un tu pe e meur a hini.
Politikerezh ar melestradurezhioù
kemmañDisheñvel eo respontoù ar postoù pa vez kavet ar fazi gant an dud hag ar gazetennerien.
- Chom hep ober tra ha lakaat an timbroù e gwerzh dalc’hmat.
- Tennañ diouzh ar werzh an timbroù fazius hag embann reoù reizhet. Riskl zo avat ma vefe klasket an timbroù direizh gant an dastumerien evit o gwerzhañ en ur priz uheloc’h spontus.
- Kenderc’hel gant ar gwerzhañ timbroù fazius ha moullañ war un dro an hevelep niver a dimbroù reizhet.
Istor an timbroù fazius pennañ
kemmañ- 1852 Gwiana : kentoc’h evit ar frazenn e latin « Reiñ a reomp hag en eskemm e c’houlennomp » e lenner « Reiñ a reomp hag en eskemm e c’houzañvomp» (patimus e lec’h petimus).
- 1866 Douar-Nevez : war-sav war e bivier a-raok emañ ar reunig (pezh n’hall ket ober).
- 1903 Saint Kitts ha Nevis : emañ Kristol Goulm oc’h ober gant lunedoù hirwel. Ijinet e vefe bet ar benveg-se gant an Izelvroad Hans Lippershey e penn-kentañ ar XVIIvet kantved.
- 1929 Bro-C’hall : war timbr touristel kentañ ar vro-mañ ne voe treset gant Henry Cheffer nemet an hanter eus gwaregoù estaj uhelañ Pont ar Gard.
- 1937 Bro-C’hall : e-lec’h skrivañ « Le Discours de la méthode » gant René Descartes ez eo bet moullet « Discours sur la méthode ». Adembannet e voe an timbr ur wech ma oa bet reizhet.
- 1944 Bro-C’hall : skrivet « 1,50 FRANCS » war unan eus an timbroù moullet er Stadoù-Unanet diouzh ar rummad « Arc de Triomphe » (Bolz a enor ).
- 1947 Monako : evit brudañ un diskouezadeg e New York, savet evit kantved timbr kentañ ar Stadoù-Unanet, e voe embannet un timbr o kinnig ar prezidant Franklin Roosevelt hag e zastumad timbroù-post. C’hwec’h biz zo d’an dorn a zalc’h ar piñsetezoù.
- 1951 Korea ar Su : embannet e voe 44 zimbr evit trugarekaat an 21 a vroioù bet o kemer perzh e kengevredad Aozadur ar Broadoù Unanet o vrezeliñ e Korea. Meneget eo Italia ha koulskoude ne gemeras ket perzh er brezel ha ne oa ket ezel eus an A.B.U. d’ar c’houlz-se. Ha banniel ar rouantelezh (echu e 1946) eo an hini skeudennaouet war an timbr.
- 1956 Republik Demokratel Alamagn : skrid-sonerezh Franz Schubert dibabet war un timbr en enor da Robert Schumann. Adembannet e voe goude bezañ bet reizhet.
- 1958 URSS : emvod-meur diwar-benn ar pellgehenterezh. Un nebeud bannieloù war an timbr, en o zouez hini Tchekoslovakia a zo war an tu fall.
- 1961 Italia : tennet ez eus bet ur rannvro, azgoulennet gant Brazil, diouzh kartenn Perou war un timbr embannet da vare beaj ar prezidant Giovanni Gronchi d’ar vro-se.
- 1962 Belgia : fazi war monogramm ar rouanez Loouise-Marie (ML e-lec'h un L labouret). Adembannet eo bet an timbr reizhet.
- 1964 Bro-C’hall : evit lidañ 50vet deiz-ha-bloaz emgann ar Marne e voe embannet un timbr warnañ soudarded o tougen ur fuzuilh war o skoaz kleiz, pezh a zo difennet gant reolennoù an arme.
- 1978 pe 1979 Kameroun: beaj ar Prezidant gall Valéry Giscard d'Estaing. Ur fazi e lec'hiadur ar steredenn velen war banniel Kameroun. Adkempennet eo bet an timbroù.
- 1989 Stadoù-Unanet Amerika : war timbr-lidañ eil kantved an Dispac'h Gall, warnañ alegoriennoù Frankiz, Kevatalded ha Breudeuriezh, livioù broadel banniel Bro-C'hall zo war an tu fall (ruz, gwenn, glas).
- 1993 Urzh aotrouniezh Malta : un timbr 5 scudi a zeskriv Kanada evel ur republik ("Repubblica'"). Pa voe anavezet ar fazi e voe tennet ar moulladur ha devet d'ar 16 a viz Meurzh 1993 ; 9 069 skouerenn a oa bet gwerzhet dija.
- 1993 Bro-C’hall : war an timbr « 50vet deiz-ha-bloaz dieubidigezh Korsika » ez eo deuet lenn Biguglia da vezañ ur bae digor d’ar mor.
- 2005 Bro-C'hall : un timbr "Bloavezh ar c'hilhog" evit lidañ ar bloaz nevez e Sina, un dalvoudegezh-gwerzh e lenner "Lizherenn 20 G" e-lec'h " 20 g” evit 20 gram.
Levrlennadur
kemmañPuilh eo ar pennadoù a-zivout an timbroù fazius er c’helaouennoù gouestlet d’an dimbrouriezh, o kontañ istor kuzh an timbroù brudet-tre, pe o kinnig kenstrivadegoù d’al lennerien dezho da gavout fazi an tresour pe an engravour.
- (fr) (en) Jean-Pierre Mangin (1999 : Guide mondial des timbres erronés – Errors on stamps, 734 fajenn, Yvert et Tellier, 2000 (ISBN 2868141056)