Toussaint-Guillaume Picquet de La Motte
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Toussaint-Guillaume Picquet de La Motte pe La Motte Picquet c'hoazh, bet ganet e Roazhon (Il-ha-Gwilun a-vremañ, Breizh) d'ar 1añ a viz Du 1720 hag aet da Anaon e Brest (Penn-ar-Bed, Breizh) d'an 10 a viz Mezheven 1791, a oa un ofiser a vor er morlu gall.
A-hed ur vicher hag a badas ouzhpenn hanter-kant vloaz (1735-1787) e kemeras perzh e meur a vrezeliadenn, Brezel Hêrezh Aostria (1740-1748), ar Brezel Seizh Vloaz (1756-1763), Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783) en o zouez (Emgann war vor Eusa d'ar 27 a viz Gouere 1778 ouzh ar morlu saoz peurgetket).
E miz Genver 1782 e voe anvet da letanant-jeneral morluioù Rouantelezh Bro-C'hall.