Trachyphonus darnaudii

Trachyphonus
darnaudii

Trachyphonus darnaudii,
luc'hskeudennet e Kenya.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Piciformes
Kerentiad : Lybiidae
Genad : Trachyphonus
Anv skiantel
Trachyphonus darnaudii
(Prévost & Des Murs, 1847)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Trachyphonus darnaudii[1] a zo ur spesad evned bihan eus ar c'herentiad Lybiidae.

Anvet e voe Micropogon darnaudii (kentanv) da gentañ-penn (e 1847) gant an daou skiantour gall Florent Prévost (1794-1870) ha Marc-Athanase-Parfait-Œillet Des Murs (1804-1894). Dougen a ra anv J. D'Arnaud, ur chaseour jiboez bras hag un ergerzher gall en Abyssinia[2] ha Soudan (1839-1843).

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Trachyphonus darnaudii, luc'hskeudennet
e Park broadel Serengeti (Mara-Simiyu, Tanzania).


Bevañ a ra diwar amprevaned, frouezh, greun ha had.

Annez hag isspesadoù

kemmañ

Ar spesad a gaver ar pevar isspesad[3] anezhañ en Afrika ar Reter :

  • Trachyphonus darnaudii boehmi, eus reter Etiopia da greisteiz Somalia, reter Kenya ha biz Tanzania,
  • T. d. darnaudii, eus gevred Soudan ha mervent Etiopia da gornôg-kreiz Kenya,
  • T. d. emini, e kreiz ha reter Tanzania,
  • T. d. usambiro, e mervent Kenya ha gwalarn Tanzania.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. Impalaeriezh Etiopia adalek e-tro 990 betek 1974.
  3. (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Trachyphonus darnaudii.