Traoñienn al Liger
Traoñienn al Liger zo ur rannvro douaroniel hag a ya eus eienenn al Liger e Mont Gerbier de Joc en Torosad Kreiz, betek aber al Liger e Breizh. Enni emañ Traoñ al Liger, ur rannvro a zo bet lakaet war roll glad bedel an UNESCO.
Kregiñ a ra en ur rannvro venezek awalac'h ha goude e teu da vezañ ur blaenenn plad-tre betek ar Meurvor Atlantel. Kêrioù bras a gaver eno : Saint-Etienne, Clermont-Ferrand, Bourges, Orleañs, Teurgn, Ar Mañs, Anjev ha Poitiers e Bro-C'hall, ha Naoned ha Sant-Nazer e Breizh.
En div rannvro Traoñ al Liger hag Traoñ Breizh ez eus kalz kestell, en o zouez kestell al Liger ha kestell Marzoù Breizh, ha gwiniegi brudet evel re Bro-Naoned, Anjev ha Touren.
Gwelet ivez :
- Traoñ al Liger
- Liger izel pe Traoñ Breizh
- gwiniegoù traoñienn al Liger