Troad akuzativel

(Adkaset eus Tro-damall)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad akuzativel, akuzativ pe tro-damall (saoz.: accusative case, diwar al latin accusativus "ar fed ma vez kaset da benn un ober") pe a-wezhoù ivez troad renadennel (saoz.: object case) evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ arc'hwelioù kevreadurezhel resis er frazenn, d.l.e arguzennoù resis.

Merket e vez gant an akuzativ ar renadenn eeun ("DO") ur verb tranzitivel, da lâret eo renadenn-c'houzañv ("P") un ober kaset da benn gant ar rener/graer ("S/A") en tu-gra, da skouer:

der Wagen (NOM.: "ar c'harr-tan") den Wagen' (AKUZ.), d.s.:
Ich sehe den Wagen ("Gwelet a ran ar c'harr-tan")

Arc'hwelioù all a c'hell bezañ merket gant an akuzativ gant ar yezh-mañ'r-yezh, da skouer e c'hell bezañ implijet gant araogennoù resis pe a bepseurt, da skouer:

  • En alamaneg:
Schreibst du einen Brief an deinen Vater?
"Ha skrivañ a rez ul lizher d'az tad"

Implijet an nominativ, enebet ouzh an nominativ, gant ar yezhoù nominativel-akuzativel. Peurliesañ eo an akuzativ an droad merket.

Implijet e veze gwezhall an akuzativ gant an holl yezhoù indezeuropek, en o zouez al latin, ar henc'hresianeg, ar sañskriteg, ha hiziv e vez implijet gant meur a hini anezhe c'hoazh, en o zouez ar gresianeg a-vremañ, ar yezhoù slavek (d.s. ar ruseg hag ar poloneg, ar roumaneg (yezh romanek hag an alamaneg (yezh c'hermanek) hag ivez ar yezhoù finnek-ougrek (d.s. ar finneg hag an hungareg) hag an arabeg klasel (yezh semitek).

An akuzativ hag ar partitiv

kemmañ

Implijet e vez gant yezhoù 'zo, en o zouez ar yezhoù baltek-finnek, en o zouez ar finneg hag an estonieg div droad disheñvel evit merkañ rennadenn eeun ur verb tranzitivel hervez degouezhioù resis: an droad akuzativel diouzh un tu hag ar partitiv diouzh an tu all, diforc'het an eil diouzh eben gant ar fed m'eo ur renadenn merket gant an akuzativ telosel keit ha m'eo ur renadenn merket gant ar partitiv amdelosel.