Turtur brehmeri
| |||
---|---|---|---|
Turtur brehmeri.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Columbiformes | ||
Kerentiad : | Columbidae | ||
Genad : | Turtur | ||
Anv skiantel | |||
Turtur brehmeri (Hartlaub, 1865) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Turtur brehmeri[1] a zo ur spesad evned eus kerentiad ar c'hColumbidae.
Anvet e voe Chalcopelia Brehmeri (kentanv) da gentañ-penn (e 1865) gant al loenoniour alaman Gustav Hartlaub (1814-1900) : dougen a ra anv Henry Brehmer, ur c'henwerzher alaman hag a veze o labourat e Gabon d'an ampoent.
Doareoù pennañ
kemmañBoued
kemmañBevañ a ra diwar amprevaned, frouezh kouezhet war an douar ha greun dreist-holl.
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an daou isspesad[2] anezhañ en Afrika :
- Turtur brehmeri brehmeri, eus kreisteiz Kameroun da hanternoz Kongo, reter Republik Demokratel Kongo ha gwalarn-pellañ Angola,
- Turtur brehmeri infelix, eus aodoù Ginea ha Sierra Leone da gKameroun.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ Turtur brehmeri war al lec'hienn Avibase.