Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Umbilia armeniaca
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Umbilia
Anv skiantel
Umbilia armeniaca
(Verco, 1912)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Umbilia armeniaca a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Umbilia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev en Aostralia er mor don.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Verco e 1912 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea umbilica [2].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Umbilia armeniaca o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea armeniaca Verco, 1912 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Cypraea umbilicata var. armeniaca Verco, 1912 anv an diskrivadenn hag anv aet da get.

Isspesadoù

kemmañ

Pevar isspesad a zo bet diskrivet :

  • Umbilia armeniaca andreyi Lorenz & Beals, 2013
  • Umbilia armeniaca armeniaca Verco, 1912
  • Umbilia armeniaca clarksoni Lorenz & Beals, 2013
  • Umbilia armeniaca diprotodon Lorenz & Beals, 2013

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha ral-tre eo an Umbilia armeniaca. Dastumt e vezont er mor don gant dragoù etre 80 ha 250 m donder.

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 78 mm ha 94 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 70 mm gour pe ramz, betek 114 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Umbilia hesitata, Umbilia capricornica daou spesad all er genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo en Aostralia er gloued koral meur.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567273(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)