Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Umbilia hesitata

Umbilia hesitata
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Umbilia
Anv skiantel
Umbilia hesitata
(Iredale, 1916)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Umbilia hesitata a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Umbilia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h a vev en Aostralia ar gevred er mor don.

Kein ar grogenn

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Iredale e 1916 dindan an anv genad Cypraea [2].

An anv hesitata a zeu eus ar fed ez eus bet gortozet pell a-raok reiñ un anv dezhañ : haesitare (latin) a dalv bezañ etre daou, argrediñ.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Umbilia hesitata o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea hesitata (Iredale, 1916) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Isspesadoù

kemmañ

Daou isspesad a zo bet diskrivet :

  • Umbilia hesitata hesitata (Iredale, 1916)
  • Umbilia hesitata beddomei (Schilder, 1930) a zo o vezañ studiet c'hoazh da wiriekañ e statud isspesad.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha boutin a-walc'h eo an Umbilia hesitata. Dastumet e vezont er mor don gant dragoù etre 80 ha 200 m donder.

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 60 mm ha 100 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 51 mm gour pe ramz, betek 121 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Umbilia armeniaca, Umbilia capricornica daou spesad all er genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo en Aostralia ar gevred e Kembre nevez ar Su hag e Tasmania.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567271(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)