Umbilia capricornica

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Umbilia capricornica
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Umbilia
Anv skiantel
Umbilia capricornica
Lorenz, 1989
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Umbilia capricornica a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Umbilia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev en Aostralia ar reter er mor don.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Lorenz e 1989 dindan ar memes anv[2].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Umbilia capricornica o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea capriconica Lorenz, 1989 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Isspesadoù

kemmañ

Daou isspesad a zo bet diskrivet :

  • Umbilia capricornica capricornica Lorenz, 1989
  • Umbilia capricornica thorni Daughenbaugh & Beals, 2014

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha ral a-walc'h eo an Umbilia capricornica. Dastumet e vezont er mor don gant dragoù etre 250 ha 700 m donder.

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 64 mm ha 78 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 54 mm gour pe ramz, betek 94 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Umbilia hesitata, Umbilia armeniaca daou spesad all er genad, Nesiocypraea teramachii, ur spesad a vev nepell.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo en Aostralia ar reter er Queensland.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567272(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)