Ursula (santez)
Santez Ursula, pe Ursula Colonia, pe Ursula Köln, zo ur santez vrezhon, hervez ar vojenn, daoust d'hec'h anv latin, hag a dalv kement hag arzhezig, a zo lidet d'an 21 a viz Here. Stag eo hec'h anv eus mojenn an unnek mil gwerc'hez.
Yezhoù all
kemmañ- Sainte Ursule, e galleg
- Sant'Orsola en italianeg
Ar vojenn
kemmañPriñsez e oa, merc'h da Donaut, roue Dumnonia (Dyfnaint). Mont a reas da Vreizh da glask danvez he fried Konan Meriadeg, gant 11 000 gwerc'hez, he mitizhien. Ur mell korventenn a c'hoarvezas ha treizhañ a reas en un ober un devezh. Pan erruas war aod Galia e tivizas mont da berc'herinañ e-lec'h mont da zimeziñ, hag he mitizhien d'he heul. Mont a reas da Roma, gant he c'hoskor. Eno e reas d'ar pab Cyriacus (dianav evel pab), ha da Sulpicius, eskob Ravenna, dont d'he heul. Eus Roma ez ejont da g-Köln, da Alamagn, a oa etre daouarn an Huned. Dibennet e voe ar mitizhien ha merzheriet Ursula, a voe lazhet a saezhadoù gant Attila. Kement-se a vije bet c'hoarvezet e 383.
Buhez
kemmañUr buhezskrid latin a voe savet er Grennamzer, hag a voe troet e kembraeg er XVvet kantved gant ar barzh Huw Pennant eus Sir y Fflint, breur Thomas Pennant, abad Dinas Basing. Emañ ar skrid en dornskrid Llansteffan 34.
Lec'hioù
kemmañ- Iliz-veur Santez Ursula, e Köln en Alamagn.
- En Iliz Llangwyryfon e Sir Ceredigion, e Kembre, eo enoret ar gwerc'hezed.
- An Inizi Gwerc'h zo bet anvet gant Kristof Kolomb abalamour da Ursula hag he gwerc'hezed.
Arz
kemmañPoltredet eo bet gant un toullad arzourien brudet: Memmling, Holbein, Rubens.
-
Poltredet gant Benozzo Gozzoli
-
Poltred, marteze diwar zorn Hans Holbein ar Yaouankañ, war-dro 1523. Mirdi Karlsruhe.
-
He merzherinti, hervez Rubens
-
Levrlennadur
kemmañ- Oskar Schade: Die Sage von der Heiligen Ursula und den elftausend Jungfrauen: Ein Beitrag zur Sagenforschung. 3. Auflage. Rümpler, Hannover 1854 (Digitalisat)
- http://br.wikisource.org/wiki/Buhez_ar_Sent/1913/Ursula