Vassili Grigorievitch Zaïtsev

Vassili Grigorievitch Zaïtsev, ganet d'an 23 a viz Meurzh 1915 e Ieleniskoi ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 1991 e Kyiv a oa ur sniper soviedad a lazhas 225 soudard hag ofiser eus ar Wehrmacht hag e gevredidi etre an 10 a viz Du hag ar 17 a viz Kerzu 1942 da vare emgann Stalingrad, en Eil Brezel-bed.

Poltred Vassili Zaïtsev e miz Kerzu 1942.

Buhezskrid

kemmañ

Vassili Zaitsev (gad e rusianeg) zo ganet en ur familh peizanted e Ieleniskoi, a zo d'un tri-ugent kilometr bennak e gevred Magnitogorsk (rannvro Tchelyabinsk). Studier eo bet en ur skol sevel-tier e Magnitogorsk. Lakaet en deus e anv en arme-vor soviedel e 1936. Da vare deroù an Eil Brezel-bed eo bet kaset da 284re rann-arme fuzuilherien Siberia. Is-letanant e oa en Arme ruz pa dreuzas ar Volga d'an 22 a viz Gwengolo 1942. Ar c'homandant Metelev, e penn e rejimant, a brofas dezhañ ar fuzuilh Mosin-Nagant 91/30 dezhi ul lunedenn PEM a lakaas anezhañ da dapout brud diwezhatoc'h.

E anv a gaver e Karnedoù Brezel Vassili Grossman[1], a gont e vije bet kondaonet Zaïtsev d'ar marv evit bezañ tennet war ur bleiner alaman goude e vije diskaret e garr-nij. Grasiet e vije bet hag adkaset d'e rann-arme abalamour d'e varregezhioù war an tennañ : etre an 10 a viz Du hag ar 17 a viz Kerzu en dije lazhet 225 ofisour ha soudard alaman, 11 tenner-resisted en o zouez. E miz Genver 1943 e voe gloazet en e zaoulagad goude bezañ baleet war ur min. Ne gollas ket e weled dre ma voe pareet gant Vladimir Filatov, unan eus gwellañ medisinourien Moskov.

 
Bez Vassili Zaïtsev e Volgograd

Zaitsev a zistroas war an talbenn war an Dniestr, dezhañ ur grad kabiten. Daou zornlevr a skrivas war an tennañ resisted. Hiziv an deiz e kelenner c'hoazh e hentenn chaseal c'hwec'h-ha-c'hwec'h : hervezi eo ret goloiñ ur poent gant tennadegoù a-drugarez da dri skipailh tennerien-arsellerien.

Goude ar brezel e labouras evel rener ul labouradeg mekanikerezh e Kyiv. Mervel a reas da 76 vloaz er gêr-se. E Volgograd emañ e vez, war ar Kourgan Mamaiev.

Mojenn ha propaganda

kemmañ

A-raok an 10 a viz Du 1942 en doa lazhet Zaïtsev 33 soudard gant fuzuilh reoliek an Arme Ruz, ar Mosin-Nagant. War-dro 28 tenner-resisted a vije bet gourdonet gantañ, lazhet gante ouzhpenn 3000 enebour. Hervez mamennoù 'zo e vije bet tennerien soviedel ken barrek ha Zaitsev, en o zouez unan lesanvet Zikan ha lazhet gantañ 224 soudard alaman a-raok an 20 a viz Du.

 
Zaïtsev (a-gleiz) war an talbenn e Stalingrad, miz Kerzu 1942

Hervez an istorour saoz Anthony Beevor, ar soviediz a embannas e oa bet kaset gant an alamanted penn bras o skol tennerien, ar major Heinz Thorvald, da lazhañ anezhañ. Goude un treseal meur a zevezh e kuzhas Zaitsev dindan tolennoù hag e lazhas ar major alaman. Kement-se a vez kontet er film Stalingrad sevenet gant Jean-Jacques Annaud e 2001. Lunedenn fuzuilh Thorvald a vez diskouezet c'hoazh e mirdi an armeoù e Moskov. Kouslkoude n'eo ket bet james kadarnaet an istor-se da vat.[2] Zaitsev en deus skrivet en e vemorioù e oa bet un treseal tri devezh a-enep ur sniper alaman, penn ur skol tennerien e Berlin, ha lazhet an alaman e fin an tri devezh. Hervez Beevor koulskoude, dielloù Ministrerezh an Difenn rusian a ziskouez eo bet ijinet an istor-mañ gant ar propaganda soviedel[2]. En un atersadenn roet e 1960 e embannas n'en doa ket james klevet anv eus un tenner alaman kaset d'e lazhañ. Ne gaver roud ebet kennebeut eus un ofisour anvet Heinz Thorvald pe Erwin König e dielloù an arme alaman, ar pezh a zo souezhus evit un den a vije sañset bezañ e penn ur skol tennerien e Berlin. An anvioù-bihan Heinz hag Erwin koulz hag an anvioù-familh Thorvald pe König a veze gant ur bern tud en Alamagn d'ar mare-se ha kredabl eo bet ijinet an dudenn-se gant ar propaganda soviedel penn-da-benn.[3]

Er sinema

kemmañ

Er film Stalingrad sevenet gant Jean-Jacques Annaud e 2001 e vez kontet stourm Vassili Zaitsev (c'hoariet gant Jude Law) a-enep d'ar major alaman faltaziet Erwin König (Ed Harris), un tenner-resisted alaman kaset da lazhañ anezhañ.

Oberennoù

kemmañ
  • (en) Notes of a russian sniper : Vassili Zaitsev and the battle of Stalingrad, Frontline, 2009, 193 p. (troet diwar ar rusianeg)

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) GROSSMAN Vassili, Carnets de guerre 1941-1945, Calman-Lévy, 2023, 396 p.
  2. 2,0 ha2,1 (fr) BEEVOR Anthony, Stalingrad, Calamn-Lévy, 2019, 528 p.
  3. (en) MENDES Claudia, The truth about Erwan König sent to Stalingrad to take on the very effective soviet snipers, War History Online, 09/02/2019 (lennet d'ar 25/03/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan