Verb-doareañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-doareañ (saoz. modal verb) evit komz eus ur rummad verboù-damskoazellañ resis a dalvez da spisaat doareenn (pe "modelezh") un ober displeget gant ar verb pennañ.
Peurliesañ e komzet eus verboù-doare evit deskrivañ mont-en-dro resis seurt verboù-damskoazellañ er yezhoù germanek dreist-holl.
Implijoù
kemmañTalvezout a ra ar verboù-doreañ, evel an holl verboù-damskoazellañ, da spisaat ster ur verb pennañ, o verkañ dreist-holl:
- ar fed ma ranker ober un dra bennak pe ma rank un dra bennak degouezhout, da skouer:
- ar fed ma c'heller ober un dra bennak pe ma rank un dra bennak degouezhout, da skouer:
Meur a verb-doareañ all ez eus evit spisaat sterioù resisoc'h etre an daou ster pennañ-mañ.
Doareoù
kemmañAlies e c'heller dielfennañ ster ur verb-doareañ e daou doare disheñvel:
- Ster epistemek: o tennañ d'an doare ma soñj da unan bennak e rank bezañ an traoù deskrivet er frazenn, da skouer gant "must" e saozneg:
- "You must be starving"
- "Naon bras a rankez kaout"
- d.l.e: naon ac'h eus a-dra-sur abalamour da fedoù resis a anavez an hini a zo o komz, da skouer bezañ chomet hep debriñ abaoe pell
- Ster deontek: o tennañ da urzhioù, aotreoù ha traoù ret, da skouer gant "must" e saozneg:
- "You must leave now" (= "You are required to leave now.")
A-wezhoù e c'hell bezañ an hevelep frazenn dielfennet daou zoare disheñvel hervez ar c'henarroud, da skouer:
- "You must speak English".
- Ster epistemek: "Me gav din eo sur-mat e oares saozneg (goude bezañ e studiet abaoe meur a vloaz, h.a.)"
- Ster deontek: "Ret eo dit kaozeal saozneg"
Perzhioù yezhadurel
kemmañStumm amzer-vremañ ar verboù-doareañ er yezhoù germanek a glota gant stumm an amzer dremenet strizh, hag abalamour da se e kaver kemmoù vogalennek etre stumm an unnader ha stumm al liester en alamaneg hag en izelvroeg hag abalamour da se ivez ne vezont ket merket gant al lostger a dalvez da verkañ an trede gour unander er verboù boas all ("-t" en alamaneg hag en izelvroeg; "-s" e saozneg), da skouer:
verb boas | verb-doareañ | |
---|---|---|
Saozneg | he works | he can |
Alamaneg | er arbeitet | er kann |
Izelvroeg | hij werkt | hij kan |
Brezhoneg | "labourat a ra" | "gallout a ra" |
Verboù-doareañ kv. verboù-damskoazellañ
kemmañVerboù diglok eo ar verboù-doareañ rak diglok eo o displegadur, ha neuze eo strishoc'h o implijoù evit re ur verb boas.
Pa vez implijet ur verb-doareañ ec'h implijet a-gevret gantañ ur verb pennañ all dindan stumm an anv-verb hep ar rannig (zu en alamaneg; te en izelvroeg; to e saozneg), da skouer:
verb boas | verb-doareañ | |
---|---|---|
Saozneg | he tries to work | he can work |
Alamaneg | er versucht zu arbeiten | er kann arbeiten |
Izelvroeg | hij probeert te werken | hij kan werken |
Brezhoneg | klask a ra labourat | gallout a ra labourat |