Verb-damskoazellañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-damskoazellañ (Y.B.B.) pe damskorverb evit komz eus ur rummad verboù resis, aet hogozik da get o pouez semantikel, a dalvez da sevel troadelloù verbel implijet a-gevret gant un anv-verb, da skouer:
- "Fellout a ra din mont"
- Fellout a raVERB-DAMSKOAZELLAÑ (displeget) din montVERB PENNAÑ (anv-verb)
Evel ma tiskouez ar skouer-mañ e c'hell bezañ implijet ur verb kenskoazell a-gevret gant ur verb-skoazellañ:
- {[(FelloutVERB-0DAMSKOAZELLAÑ (anv-verb) a raVERB-SKOAZELLAÑ ("ober" displeget)) dinGOUZAÑVER] montVERB PENNAÑ (anv-verb)}"
Verboù-skoazellañ kv. verboù-damskoazellañAozañ
Disheñvel eo ar verboù-damskoazellañ diouzh ar verboù-skoazellañ-rik rak daoust ha m'eo aet da get penn da benn pouez semantikel ar verboù-skoazellañ ha ne dalvezont ken da elfennoù frammadurel, diouzh an tu all avat daoust ha m'eo aet war wanaat pouez semantikel orin ar verboù-damskoazellañ n'eo ket aet da get penn-da-benn, ha peurliesañ ez eus ul liamm etre ster implij orin ar verb-damskoazellañ hag e arc'hwel en un troadell.
Doareoù verboù-damskoazellañAozañ
Isrannet e c'hell bezañ ar verboù-damskoazellañ e tri rummad pennañ hervez bep o arc'hwel:
- Verboù-damskoazellañ amzeriañ: talvezout a reont da resisaat an amzer ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg:
- "La pluie doit revenir demain" ("Glav a raio warc'hoazh sur")
- Verboù-damskoazellañ doareañ: o tennañ d'ar fed ma c'hell c'hoarvez un darvoud bennak, d'ar hetiñ ha d'ar fed ma rank c'hoarvezout un darvoud bennak, da skouer e brezhoneg:
- "Gallout (a raio) dont"
- "Karout (a rafen) mont"
- "Rankout (a rez) mont"
- Verboù-damskoazellañ aveziañ: talvezout a reont da resisaat an arvez ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg:
- "il vient (de) partir" ("O paouez degouezhout emañ")
- "il se mit a pleurer" ("stagañ a reas da leñvañ")
E brezhonegAozañ
C'hwec'h pe seizh verb-damskoazellañ zo e brezhoneg. Peurliesañ e talvez ar verboù damskoazell e brezhoneg evit doareañ, implijet gantañ troiennoù all e lec'h verboù-damskoazellañ amzeriañ hag arveziañ, da skouer an araogennoù "war-nes", "o paouez", h.a.
Setu roll ar verboù-damskoazellañ e brezhoneg (skouerioù diwar F. Kervella):
- "Dleout" ("Bezañ dav"), d.s.:
- "Ar vugale a zle sentiñ ouzh o zud"
- "En ti-se eo e tle bezañ o chom"
- Kv. "Dav eo dezhañ mont d'ar gêr diouzhtu"
- "Fellout", d.s.:
- "Ne fell ket dezhañ lezel e verc'h da zimeziñ"
- "Gallout" ("Bezañ gouest"), d.s. :
- "Gallout a rit dougen ar samm-se?"
- "Gallout evañ ur banne, pebezh plijadur"
- "An dra-se a c'hellfe bezañ"
- Kv. "N'eo ket gouest na da gomz na da flach"
- "Karout" ("Kaout c'hoant")", d.s.:
- "Me a garfe lenn al levr-se"
- "Mar karfes mont ivez"
- Kv. "C'hoant en deus da lenn ar pennad-se"
- "Lakaat"/"Ober", d.s.:
- "Lakaet em eus ober ur re votoù nevez"
- (→ "Lakaet em eus anezhañ da ober din ur re votoù nevez")
- "Lakaat a rin kas deoc'h al levr-se"
- (→ "Lakaet e vo al levr-se da vezañ kaset deoc'h")
- "Gra ar c'hi-se mont kuit alese 'ta!"
- "Graet en deus dezhañ kas e labour da benn"
- "Rankout" ("Bezañ ret"), d.s.:
- "''"Mervel a ranko an holl dud"
- "Mont a rankan kuit diouzhtu"
- "Evit bezañ ken kastiz e rank bezañ klañv"
- Kv. "Ret eo mervel"
- Kv. "Ret eo deoc'h holl mont"