Vogalenn serr greiz gwasket
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Ar vogalenn serr greiz gwasket a zo anezhi ur son vogalennek resis implijet gant yezhoù 'zo, en o zouez an norvegeg.
N'eus arouezenn resis ofisiel ebet evit treuzskrivañ ar son-mañ hervez reolennoù al lizherenneg fonetik etrebroadel.
Skouerioù
kemmañDre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit merkañ ar fed ma vez gwasket distagadur ur vogalenn e vez implijet amañ ar sin diakritek bet implijet gwezhall evit merkañ ar gweuzadur chomet dizimplij ([ ̫]) evel arouezenn ad hoc:
Peurliesañ e reer gant an arouezenn [ʉ] pa dreuzskriver an norvegeg.
Kavet e vez ar son vogalennek-mañ e rannyezhoù svedek 'zo ivez e lec'h ar vogalenn serr a-raok gwasket.
Gwasket e vez ivez ar vogalennoù a-dreñv koulz en norvegeg hag er svedeg.