Ar Wicca a zo ur relijion diazezet war an natur lakaet da vezañ deuet-mat e 1954 gant Gerald Gardner, un den-e-karg breizhveuriat war-e-lev[1]. Lavarout a rae e oa ar relijion un aspadenn eus ur relijion gozh kuzhkevrin adalek kantvedoù hag e kavfe e orin er baganiezh kozh europat[1]. Ne c'heller ket prouiñ e lavare Gardner ar gwir met posupl eo ne oa aozet an douenoniezh wiccan nemet er bloavezhioù 1920[2]

Ar pentagram e-barzh ur gelc'hienn, un arouez a feiz implijet gant kalz Wiccanerien.

Meur a hengoun wiccan o-doa en em ziorennet war diaz an hini krouet gant Gardner - ar Wicca C'hardnerian. Kredennoù, lidoù ha boazamantoù ispisial he-deus pep hini eus an hengounoù-se. Kuzh e chom kalz hengounoù ha goulenn a reont ma vo kelennet o izili. Bez ez eus ivez ul lusk, Wicca diuzer e anv na gred ket eo ret da vezañ kelennet en un doare hengounel pe da grediñ en un doktrin strizh da vezañ ur wiccaner[3].

Penn-mennozhioù

kemmañ

Un doare huderezh bagan eo ar Wicca. Lidoù ispisial, gouelioù diazezet war ar mareoù-bloaz ha pennsturennoù relijiel, strobinellus hag etik he-deus. Doareo huderezh arall ez eus e kalz sevenadurioù, gant boazamantoù kalz disheñvel. En em c'hervel Pagan a ra kalz wiccanerien, daoust ma golo ar ger Paganiezh kalz relijionoù o-deus netra da welet gant Wicca. Livet e oa bet ivez ar Wicca evel un hent kreiz-pagan pe Nevez-pagan[4] Evel n'ez eus aozadur kreizel na reizhkredennezh ebet er Wicca e c'hell ar c'hredennoù hag ar boazamantoù ar wicanerien bezañ disheñvel a-walc'h an eil ouzh an egile. Ar pennaennoù relijiel, lidel hag etik pennañ a zo boutin d'an holl, avat, rak emaint e kreiz ar gellenadureh hengounel ha d'an oberennoù embannet war an abeg.

Er C'honvantoù eus lignez Gardner eo ar Wicca un doare huderezh diazezet war mennozhioù strobinnel ha relijiel ispisial. Disheñvel eo eus ar relijionoù arall dre he c'hredennoù, dre hec'h implijadur eus an huderezh, he frederouriezh etik, he doare kelenniñ hec'h aozadur hag he bezañ kuzh[5]. Advabet e oa bet u darn eus r c'hredenoù hag ar boazamantoù-se gant tud estren d'al lignezoù, galvet alies Wiccanerien diuzer. Diarbenn a reont ar gelennadurezh, ar c'hevrin hag ar skeulioù-renk ha kredennoù muioc'h liesseurt o-deus. Un darn anezho na ra huderezh ebet ha n'en em c'halv ket huderer.

E-barzh konvantoù hengounel ez eus tri derez a gelennadurezh. Ret eo an derez kentañ da vont d'un huderer ha d'un ezel eus ar gummuniezh, met dleot a ra a re a fell dezho kelenn ha krouiñ o c'honvantoù dezho-o-unan da vont a-dreuz an eil hag an trede derez. D'ur penn-beleg e yeont neuze[5]. E-pad o c'helennerezh e kemer wiccanerien'zo un eil-anv da arouezañ e adc'hanidigezh pe da guzhañ o aparchant d'ar relijion en endroioù enebek.

Kredennoù

kemmañ

Evit darn vrasañ ar wiccanerien eo ar Wicca ur relijion a zaou zoue. Adoriñ a ra un Doue hag un Doueez gewelet evel daou benn-ahel a-zilerc'h hag evel enkorfadur an nerzhioù naturel[6] Wechoù'zo e vezont arouezet gant al loar hag an heol. Evel un deite dridoubl e vez meizet an Doueez, hag, alies a-walc'h, an Doue. Teir arvez, liammet ouzh kreskoù ha digreskoù al Loar, he-deus an Douez : ar Werc'h, ar Vamm hag ar Wrac'h.

Dreist e vez gwelet an Doueez gant kalz wiccanerien rak enderc'hel ha koñsev a ra tout an traoù. Ar fulenn-vuhez enni eo an Doue hag er memes amzer eo e garour hag e vab. Se a zo perak e vez penn ar c'hoñvant ur velegez-uhel kentoc'h eget ur beleg-uhel[7] En un nebeut a hengounoù, evel, evit skouer, en hengoun dianek e vez gwelet an Doueez evel peurglok ha ne vez ket adoret tamm ebet an Doue. Doueed e-barzh enno o-unan eo an Doue hag an Doueez Wiccan hag evit un darn eus ar wicanerien e endalc'h ar mennozh-se un nebeut ag animism. Krediñ a ra ar wiccanerien e c'hell an Doueed mont war-well en un furm personel, alies e-barzh korf ar velegez-uhel hag ar beleg-uhel e-pad ul lid galvet Tennañ al Loar

Hervez Gardner eo Doueed ar Wicca doueed gozh Breizh-Veur : un Doue Korniek hag un Doueez-Vamm[8]. Hervezañ e eus ur boud a-us dezho met ne c'heller ket gouzout tra-ebet diwar-e-benn ha ne vez ket adoret.[9] Patricia Crowther he-deus galvet ar penn-doue-se Dryghten.[10]

Wiccanerien'zo a gred ne furmont an Doue hag an Doueez nemet ur boud nemetañ met darn vrasañ o-deus ur veiziadenn zaouleour eus an deite. Klokaet e vez an daouleouriezh-se gant un doare liesdoueegezh rak doueed ha doueezed eus an holl sevenadurioù a vez gwelet evel arvezioù eus ar c'houpl pe eus unan eus e izili. An doueed-se a vez ar peurliesañ adoret didan o anv dezho o-unan ha wiccanerien'zo a wel anezho evel boudoù distag. Reoù arall a gred ez eo an doueed kentoc'h arc'hetypoù pe furmoù-soñj[11] Hervez Janet Farrar ha Gavin Bone e ya ar Wica da vuioc'h liesdoueel gant an amzer ha tostaat a ra ouzh gweladur-bed hengounel ar relijionoù pagan.[12]

Kemmus e vez ar c'hredennoù diwar-benn an Tu-arall e-ouez ar wiccanerien met darn vrasañ a gred en adenkorfadur goude un dremmenadenn en un doare lec'h-etre anvet Summerland ma c'hell an anaon prederiañ diwar-benn e vuhez paseet hag en em aozañ d'an hini da zont.

Buhezegezh

kemmañ

Diazezet eo buhezegezh ar Wicca war ar Rede Wiccan : An it harm none, do what ye will (keit ma ne noaz ket ouzh den ebet, gra evel ma fell dit). Talvezout a ra ez oc'h frank d'ober forzh petra met dleout a rit bezañ responteg eus hoc'h aktoù ha strivañ da vihanikat an drougoù ez oc'h o abeg deoc'h hoc'h-unan ha d'ar re-arall.[13] Un elfenn voutin arall a-walc'h eus ar vuhezegezh wicann a zo Lezenn an Distro Tridoubl a lar e tistroyo tout ar pezh a reomp gant ur nerzh tri gwech brasoc'h deomp.[14]

Kalz wiccanerien a glask da ziorren en eizh vertuz meneget gant Doreen Valiente e Karg an Doueez[15] : levenez, araouezh, enor, humblded, nerzh, braventez ha kompasion. E barzhoniezh Valiente ez int urzhiet e kouploù a-zilerc'h, un daouleouriezh a gaver alies er Wicca. Un nebeut a lignezoù a heul ivez ur rummad a 161 lezenn anvet Lezennoù an Arz pe Ardanes. Hevez Valiente, unan eus e velegez-uhel gozh, en-defe Gardner ijinet anezho e-pad un tabut e-barzh Konvant Bricket Wood..[16],[17]

Daoust ma oa Gardner a-enep an Heñvelrevelezh[18] e asant darn vrasañ an hengounoù Wiccan hiziv dezhi hiziv

Lidoù

kemmañ
 

Lidoù niverus o-deus ar wiccanerien, liammet ouzh huderezh pe ouzh gouelioù ispisial. Kemmus eo o stumm met ar peurliesañ e veze graet e-barzh ur c'helc'h hud. Da grouiñ ar c'helc'h-se e galver mirourien ar pevar avel. Implijout a ra ar wiccanerien alies an elfennoù klasel en o lidoù, daoust ma c'hell an dra-se kemm hervez an hengounoù. Pep nerzh pe stumm a vez gwelet evel un displgadeg eus unan eus ar peder elfenn un eus meur anezho. En hengounoù'zo e lakaer ur pempvet elfenn, spered e anv. Ar pemp penn ar pentagramm a arouez ar peder elfenn hag ar spered[19] Tuet war-du al laez e vez atav hemañ. Goude ma oa bet krouet ar c'helc'h e c'heller lidañ ur gouel, pediñ d'an doueez pe d'an doue pe ober huderezh.

Kalz wiccanerien a implij binvioù hud en o lidoù. Enderc'hel a reont ar skubell, ar chidouarn, ar c'halir, ar wialenn, Lev ar Skeudennoù, an Azhame, ar bolin, kantolioù, strink, ar pentakl hag ezañs. Un aoter ez eus alies gant un delwenn pe ur skeudenn eus an Doueez pe eus an Doue warnañ[20]. Kent mont e-barzh ar c'helc'h e tleer, en hengounoù'zo, yunnañ pe kibellañ. Goude ma vez echu al lid e serrer ar c'helc'h.

Gouelioù

kemmañ

Disheñvel eo gouelioù wiccan eus re ar gristienien. Merket eo pep loargann, ha wechoù'zo pep loar nevez, gant ul lid, esbat e anv. Rod ar bloazh a heul ar wiccanerien ha eizh gouel anvet sabbat a lidont[21]. Ar pevar meurañ a glok gant gouelioù keltiek Samhain, Beltain, Imbolc ha Lughnasadh. Ar sabbatoù bihanoc'h a zo an daou c'hoursav-heol hag an div gedez. Galvet e vez aliez : Litha, Youle, Ostara ha Mabon. Dont a ra anv ar gouelioù-se eus an liesdoueadegezh c'hermanek pe keltiek met n'int kat adsavadurioù ha disheñvel tre ez int eus al lidoù kozh.

An eured wiccan a vez galvet handfasting. Wiccanerien'zo a ra euredoù-esae na bad nemet ur bloavezh hag un devezh. Hervez hengounoù'zo e tleer lidañ an euredoù-se e Lughnasadh hepken peogwir an amzeriad hengounel evit telltown euredoù e oa in Iwerzhon. Bez ez eus ivez ul lid ispisial da zegemer ar vugale nevez-ganet, Wiccaning e anv. Lakaat a ra ar bugel dindan gwarez an Doueed met ne dalvez ket e tleo-eñv heuliañ un hent pagan pa vo koshoc'h.

Levr ar Skeudennoù

kemmañ

E Wicca e vir ar grederien un deizlevr privez pe un dastummad a destennoù relijiel anvet Levr ar Skeudennoù[22]. Er strolladoù gant ul lignez, evel er Wicca c'hardnerian e tle chom kuzh al levr-se estreget evit izili ar strollad. Gardner, Gerald. Witchcraft and the Book of Shadows (2004). Edited by Naylor, A.R. Thame, England: I-H-O Books[23],[24]. ha darn anezho, evel ar Rede Wiccan pe Karg an Doueez a vez implijet gant wiccanerien ziuzer. Evito e vez Levr ar Skeudennoù kentoc'h un deizlevr pe un teskad personnel a grouont evito o-unan.

Hengounoù

kemmañ

Er Wicca e empleg menozh a hengoun treuzkasadur ul lignez dre zeskoni. Kalz hengounoù ez eus[25],[26] ha bez ez eus kalz wiccanerien digenvez pe diuzer na vez liammet ouzh lignez ebet. Livet eo an hengounoù oberiant er Stadoù-Unanet Amerika e Drawing Down the Moon gant Margot Adler, The Spiral Dance gant Starhawk, hag Her Hidden Children: The Rise of Wicca and Paganism in America gant Chas S. Clifton[27].

Evel ez eus beli greizennel ebet gouestl da spisaat an harzhoù etre an hengounoù e kemmesker aliez an hegounoù lignezet hag an hengounoù diuzer. Evit an abeg-se en am anv al lignezoù o tiskenn deus Gerald Gardner Wiccanerien Hengounel Breizhveuriat.

Konvantoù ha wiccanerien digenvez

kemmañ

Aozet eo ar wiccanerien ul lignez ganto e konvantoù ur beleg-uhel hag ur velegez-uhel en o fenn. Ur c'houpl desket en trede derez e vezont ar peurliesañ. Wechoù'zo ez eo penn ur c'honvant desket en eil derez hepken. Sujet ez int d'ur penn konvant neuze. E-barzh ar c'honvant ez vez graet deskadurezh ar wiccanerien nevez ar peurliesañ met pas atav ha bez ez eus wiccanerien ul lignez ganto hep liamm ouzh konvant ebet.[28]

Hervez an hengoun e telefe an c'hovantoù kaout 13 ezel[28] hag-eñv n'eo ket ret. Kalz bihanoc'h e vezont en Amerika, avat daoust ma c'hellont degemer wiccanerien arall e-pad "lidoù digor". Pa gresk ur c'honvant e vez disrannet e meur a gonvant bihanoc'h a chom liammet an eil ouzh an egile.

Dleout a ra an izili nevez gortoz un bloavezh hag un devezh kent bezañ desket. E konvantoù'zo, avat, ez eus ul lid ispisial, graet kent an deskadurezh ofisil, a ro ar gwir da gemer perzh d'al lidoù d'an ezel nevez.

A r wiccanerien diuzer, en-o-zu a vez digenvez ar peurliesañ. Gallout a reont kemer perzh da vodadegoù met ganto-o-unan e reont o lidoù. Kalz niverusoc'h eget ar re ul lignez ganto ez int neuze, war a seblant, ha kalz muioc'h kemmus ez eo o c'hredennoù.[29]

Kalz tabud ez eus diwar-benn orin ar Wicca. Gerald Gardner en-doa lakaet ar relijion da foran er bloavezhioù 50. Hervezañ, goude ma oa bet distroet eus Azia e evefe bet kejet gant ar New Forest coven ha gantañ e oa bet kelennet. An aon gantañ e yafe da get ar relijion[30] e skrivas ul evr Witchcraft today a voe embannet e 1954. Heuliet e voe gant unan arall e 1959 The Meaning of Witchcraft. Enno e tisplege un darn eus kredennoù ha lidoù ar Wicca. A drugarez dezho e tedennas kalzig izili nevez er bloavezhioù 60. War a seblant, un darn vras eus menozhioù Gardner a zeu eus skridoù kevrinourien arall evel Aleister Crowley hag ar pezh a chom en-deus nebeut a genstagusted ha savet e oa bet war danvezioù amprestet digant andonioù arall. Ur patchwork e c'halv Roger Dearnaley anezhañ[31]. Gardner a lar, avat, e oa darnaouek tre al lidoù hag ar c'hredennoù a oa bet kelennet dezhañ hag e oa bet rediet de glokaat anezho. Hervezañ ez eo un aspadenn eus ar relijion bagan kozh eus Europa met klaskourien evel Aidan Kelly ha Francis X. King a gred en-deus ijinet anezhi penn-da-benn[32] dre implijout un darn eus teorienn Dr. Margaret Murray diwar-benn natur an huderezh europat, garmoù-hud deuet eus Aradia[33] hag huderezh lidel[34]. Reoù arall evel Philip Heselton a gred, avat, ne oa ket ken gozh ar relijion hag e soñje Gardner met hervezo e vefe bet a feiz vat.

Hervez Isaac Bonewits e teufe ar Wicca eus un adsav kevrinour e derou an XXvet kantved kentoc'h eget eus un aspadenn eus ur relijion bagan kozh - "Somewhere between 1920 and 1925 in England some folklorists appear to have gotten together with some Golden Dawn Rosicrucians and a few supposed Fam-Trads to produce the first modern covens in England; grabbing eclectically from any source they could find in order to try and reconstruct the shards of their pagan past."[35] . Boutin a-walc'h e oa mennozh ur vamm-zoueez er marevezhioù viktorian hag edwardian ha daoust ma oa raloc'h a daveoù ouzh un Doue Kornek - liammet ouzh an doueed Pan pe Faunus - e chomont niverus a-walc'h[36] An daou veiziad-se a oa paot a-wal'h e lennegezh hag er skridoù akademiel.[37]

Embroadur

kemmañ

Ur relijion visteriek e oa ar Wicca C'hardnerian. Ne zegemered nemet ar re a oa bet kelennet en ur c'honvant. Enbarzhiet e voe et Norzh-Amerika gant Raymond Buckland, ur breizhveuriat harluet a oa bet kelennet e Manav.En em skignañ a reas buan ar relijion nevez ha tra ma kreske niver an dud kelennet e krogas tud nann-kelennet da grouiñ lidoù evito-o-unan[38].

En Amerika eo e oa bet krouet ar Wicca Dianek gant gwregelourezed. Liamm a lignez ebet gant ar wicca hengounel he-deus ar wicca dianek hag an danvez embannet a implij da grouiñ helidoù dezhi-hec'h-unan. Ne oa ket dedennet gant an Doue Kornek ha disteurel a ra al lignez hag an urzhaz eus ar wicca c'hardnerian. Lidoù a emgelennadur a voe krouet da reiñ tro d'an dud da vont davet d'ar relijion hag-eñv o-deus darempred ebet gant un c'hoinvant bennak.

E Breizh-Veur, tud kelennet gant Gardner o-deus kroget de grouiñ lignezioù distag. Unan eus ar re vrudetañ a zo ar Wicca Aleksanderian. Gant kresk niver ar gredourien hag embannadur lievrioù evel re Scot Cunningham e krogas kalz tud da gemer perzh e lidoù wicca hep bezañ bet kelennet hag he bezañ izili eus ur c'honvant. An dra-se en-deus lakaet ar wiccannerien kelennet d'en em c'hervel Wicca Hengounel Breizhveuriat

Niver ar Wiccanerien

kemmañ

Diaes tre eo da spisaat niver ar wiccanerien, pe eus forzh peseurt strollad nevez-pagan[39]. Bez e oa bet enklaskù, avat. E 2001 en-deus kavet an Religious Identification Survey e oa 134.000 wiccaner er Stadoù-Unanet Amerika. Ne oant nemet 8.000 e 1991[40] Ne ro ket tro ar gontadeg vreizhveuriat da anavezout niver an izili eus pep hengoun pagan met kavet en-deus e oa 42,262 pagan er vro e 2001[41]. E 2008, un enklask gan ar Pew Forum en-deus kavet e heulié 0.4% an amerikaned ur relijion New Age. Darn vrasañ anezho a zo wiccanerien pe dost ouzh ar Wicca moarvat. Evel ma guzh un darn vras ar baganed o relijion c'hoazh e talvez an dra-se ez int etre 1.2 milion ha 2.5 milion[42]

Levrlennadur

kemmañ
  • James Aten The Truth About Wicca And Witchcraft-Finding Your True Power (Aten Publishing, 2008)
  • Nikki Bado-Fralick, Coming to the Edge of the Circle: A Wiccan Initiation Ritual (Oxford University Press, 2005).
  • Raymond Buckland, The Witch Book: The Encyclopedia of Witchcraft, Wicca, and Neo-paganism (Detroit: Visible Ink Press, 2002).
  • Helen A. Berger, A Community of Witches: Contemporary Neo-Paganism and Witchcraft in the United States (Columbia: University of South Carolina Press, 1999).
  • Jon P. Bloch, New Spirituality, Self, and Belonging: How New Agers and Neo-Pagans Talk About Themselves (Westport: Praeger, 1998).
  • Anne Carson, Goddesses and Wise Women: The Literature of Feminist Spirituality 1980-1992 An Annotated Bibliography (Freedom, California: Crossing Press, 1992).
  • Chas S. Clifton and Graham Harvey, The Paganism Reader, New York and London: Routledge, 2004.
  • James R. Lewis, Witchcraft Today: An Encyclopedia of Wiccan and Neopagan Traditions (Santa Barbara: ABC-CLIO, 1999).
  • Graham Harvey, Contemporary Paganism: Listening People, Speaking Earth (New York: New York University Press, 1997).
  • Lynne Hume, Witchcraft and Paganism in Australia (Melbourne: Melbourne University Press, 1997).
  • James R. Lewis, ed., Magical Religion and Modern Witchcraft (Albany: State University of New York Press, 1996).
  • T. M. Luhrmann, Persuasions of the Witch's Craft: Ritual Magic in Contemporary England (London: Picador, 1994).
  • Sabina Magliocco, Witching Culture: Folklore and Neo-Paganism in America (University of Pennsylvania Press, 2004)
  • J. Gordon Melton and Isotta Poggi, Magic, Witchcraft, and Paganism in America: A Bibliography, 2nd ed., (New York and London: Garland Publishing, 1992).
  • Sarah M. Pike, Earthly Bodies, Magical Selves: Contemporary Pagans and the Search for Community (Berkeley/Los Angeles: University of California Press, 2001).
  • Shelly Rabinovitch and James R. Lewis, eds., The Encyclopedia of Modern Witchcraft and Neo-Paganism (New York: Kensington Publishing, 2002).
  • Kathryn Rountree, Embracing the witch and the goddess: Feminist Ritual-Makers in New Zealand (London and New York: Routledge, 2004).
  • Jone Salomonsen, Enchanted Feminism: The Reclaiming Witches of San Francisco (London and New York: Routledge, 2002).
  • Allen Scarboro, Nancy Campbell, Shirely Stave, Living Witchcraft: A Contemporary American Coven (Praeger Publishers, 1994).

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Gardner, Gerald B [1954] (1999). Witchcraft Today. Lake Toxaway, NC : Mercury Publishing. OCLC 44936549. 
  2. Heselton, Philip (November 2001). Wiccan Roots: Gerald Gardner and the Modern Witchcraft Revival. Freshfields, Chieveley, Berkshire : Capall Bann Pub.. ISBN 1861631103. OCLC 46955899. 
  3. Adler, Margot (1979). Drawing Down the Moon: Witches, Druids, Goddess-worshippers and Other Pagans in America Today. Boston : Beacon Press. ISBN 0-8070-3237-9. OCLC 6918454. 
  4. "Defining Paganism: Paleo-, Meso-, and Neo-" (Version 2.5.1) 1979, 2007 c.e., Isaac Bonewits
  5. 5,0 ha5,1 https://web.archive.org/web/20070705182503/http://www.newwiccanchurch.net/articles/btwfaq.htm
  6. Pearson, Joanne; Roberts, Richard H; Samuel, Geoffrey (December 1998). Nature Religion Today: Paganism in the Modern World. Edinburgh : Edinburgh University Press. p. 6 p. ISBN 0-748-61057-X. OCLC 39533917. 
  7. Farrar, Janet; and Stewart Farrar (1981). A Witches' Bible: The Complete Witches Handbook. London : Phoenix Publishing. pp. 181-182 p. ISBN 0919345921. OCLC 62866821. 
  8. Gardner, Gerald B [1959] (1988). The Meaning of Witchcraft. Lakemont, GA : Copple House Books. pp. 260-261 p. 
  9. Gardner, Gerald B [1959] (1988). The Meaning of Witchcraft. Lakemont, GA : Copple House Books. pp. 26-27 p. 
  10. Crowther, Patricia (1974). Witch Blood! The Diary of a Witch High Priestess!. New York City : House of Collectibles. ISBN 0876371616. OCLC 1009193. 
  11. Adler, Margot (1979). Drawing Down the Moon: Witches, Druids, Goddess-worshippers and Other Pagans in America Today. Boston : Beacon Press. pp. 25, 34-35 p. ISBN 0-8070-3237-9. OCLC 6918454. 
  12. Farrar, Janet; and Gavin Bone (January 2004). Progressive Witchcraft: Spirituality, Mysteries, and Training in Modern Wicca. Franklin Lakes, NJ : New Age Books. ISBN 1564147193. OCLC 53223741. 
  13. Harrow, Judy (Oimelc 1985). "Exegesis on the Rede". Harvest 5 (3). Kavet 2007-02-26
  14. Lembke, Karl (2002) The Threefold Law.
  15. Farrar, Janet; and Stewart Farrar [1981] (May 1992). Eight Sabbats for Witches. London : Robert Hale Publishing. ISBN 0709047789. OCLC 26673966. 
  16. Valiente, Doreen (1989). The Rebirth of Witchcraft. London : Robert Hale Publishing. pp. 70-71 p. ISBN 0709037155. OCLC 59694320. 
  17. Hutton, Ronald [1999] (2005-05-24). The Triumph of the Moon: A History of Modern Pagan Witchcraft. New York City : Oxford University Press. ISBN 0198207441. OCLC 41452625. 
  18. Gardner, Gerald B (1954). Witchcraft Today. London : Rider and Company. pp. 69, 75 p. OCLC 1059746. 
  19. Valiente, Doreen [1973] (July 1988). An ABC of Witchcraft Past and Present. Phoenix Publishing. p. 264 p. ISBN 0-919345-77-8. OCLC 18547421. 
  20. Crowley, Vivianne. Wicca: The Old Religion in the New Age (1989) London: The Aquarian Press. ISBN 0-85030-737-6
  21. Farrar, Janet and Farrar, Stewart. Eight Sabbats for Witches (1981) (published as Part 1 of A Witches' Bible, 1996) Custer, Washington, USA: Phoenix Publishing Inc. ISBN 0-919345-92-1
  22. Crowley, Vivianne. Wicca: The Old Religion in the New Age (1989) London: The Aquarian Press. ISBN 0-85030-737-6, pp 14-15
  23. Farrar, Janet and Farrar, Stewart. A Witches' Bible, (1996) Custer, Washington, USA: Phoenix Publishing Inc. ISBN 0-919345-92-1
  24. Gardner, Gerald. Witchcraft and the Book of Shadows (2004). Edited by Naylor, A.R. Thame, England: I-H-O Books.
  25. Beaufort House Index of English Traditional Witchcraft. Beaufort House Association (1999-01-15). Kavet : 2007-04-02.
  26. Different types of Witchcraft. Hex Archive. Kavet : 2007-04-02.
  27. Clifton, Chas. S. Her Hidden Children: The Rise of Wicca and Paganism in America, Lanham, MD: Rowman Altamira, 2006, ISBN 07591020023
  28. 28,0 ha28,1 Buckland, Raymond (1986). Buckland's Complete Book of Witchcraft. Saint Paul : Llewellyn. pp. 17, 18, 53 p. ISBN 0-87542-050-8. OCLC 14167961. 
  29. British Traditional Wicca F.A.Q.. New Wiccan Church International. Kavet : 2007-04-02.
  30. Gardner, Gerald B (1954). Witchcraft Today. London : Rider and Company. pp. 18-19 p. OCLC 1059746. 
  31. Dearnaley, Roger (2000). An Annotated Chronology and Bibliography of the Early Gardnerian Craft. Cyprian.org. Diellet er skrid orin d’an 2006-04-24. Kavet : 2005-12-09.
  32. Kelly, Aidan (May 1991). Crafting the Art of Magic, Book I: A History of Modern Witchcraft, 1939-1964. St. Paul, MN : Llewellyn Publications. pp. 41-42 p. ISBN 0875423701. OCLC 22891894. 
  33. Leland, Charles G [1899] (1998). Aradia, or, the Gospel of the Witches. Blaine, WA : Phoenix Publishing. ISBN 0-919345-34-4. OCLC 44483420. 
  34. Aidan Kelly's theories have been critiqued in detail: Frew, Donald Hudson (1991). Crafting the Art of Magic: A Critical Review. WildIdeas.net. Kavet : 2007-06-05.
  35. Bonewits, Isaac (1971). A Very Brief History of Witchcraft 1.0. Spiritualitea.com. Kavet : 2007-06-05.
  36. Hutton, Ronald [1999] (2005-05-24). The Triumph of the Moon: A History of Modern Pagan Witchcraft. New York City : Oxford University Press. pp. 33-51 p. ISBN 0198207441. OCLC 41452625. 
  37. Hutton, Ronald [1999] (2005-05-24). The Triumph of the Moon: A History of Modern Pagan Witchcraft. New York City : Oxford University Press. pp. 151-170 p. ISBN 0198207441. OCLC 41452625. 
  38. Holzer, Hans (1972). The New Pagans. Garden City, NY : Doubleday. OCLC 281240. 
  39. Bonewits, I (2005)How Many "Pagans" Are There?
  40. American Religious Identification Survey. City University of New York. Kavet : 2007-06-05.
  41. Pagans and the Scottish Census of 2001 Accessed 18 October 2007
  42. Statistics on Religion in America Report. ¨Pew Forum. Kavet : 2008-06-11.