Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 14, bloaz 2022
04/04/2022 — 10/04/2022
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er bevarzekvet sizhun eus 2022 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kalz. — Nebeut
kemmañUr respont d'an implijer 176.167.36.39, IP e urzhiataer («Na zisoñjit ket merkañ mat ar c'hemm etre "kals tud" hag "ur c'halz", kement hag ober... c'ha ! c'ha ! c'ha ! 176.167.36.39 3 Ebr 2022 ») :
498. Evit enebiñ ouzh kalz e reer gant NEBEUT. Ne deo ket un anv-gwan hag evel adverb ne c'hell ket doareañ un anv-gwan pe un adverb.
Evel adverb e vez kavet dirak un anv lïes pe hollek degaset gant A : nebeut a dud, nebeut a vrud.
Pa vez an anv renadenn un anv traoù pe dud a c'heller niveriñ e c'heller ober gant an anv UN NEBEUD, (an nebeud) : un nebeud tud ; n'eus nemet un nebeud pajennoù el levr-se.
NEBEUT a vez implijet evel raganv gant talvoudegezh « un nebeud tud », « un nebeud traoù , « nebeut a dra » : bevañ a ra diwar nebeut.
« Pezh a ra d'an dridi bezañ treut :
kalz emaint war nebeut » (Krennlavar).
EVEZHIADENN. — Evit heuliañ reolenn al lizherennoù-dibenn (§ 44) e vez skrivet nebeuD pa vez anv ha nebeuT pa vez adverb pe raganv. Stummoù bihanaat a zo : un nebeudIG tud, nebeudIK a dud.
Kement-se amprestet digant Frañsez Kervella en e Yezhadur bras ar brezhoneg, Skridoù Breizh, 1947, pajenn 290. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:74E1:40A0:BA4:CC49 4 Ebr 2022 da 13:47 (UTC)
- Yezhadur berr ar brezhoneg, Al Liamm, 1979 :
- 125. Nebeut a c'hell bezañ implijet distag : komz a ra nebeut. Dont a ra alies dirak un anv, un anv-gwan, un anv-gwan-verb pe ur rakverb : un nebeut bara ; un nebeut levrioù ; nebeut a dud, un nebeut klañv e oa dec'h ; ne voemp ket un nebeut souezhet ; dispign a ra un nebeut re.
- Implijet alies evel raganv, e vez skrivet nebeud a-wechoù : aze ez eus gwestell, kemerit un nebeud ; gortozit un nebeud. 176.150.107.67 4 Ebr 2022 da 19:02 (UTC)
- Fiziout e Yezhadur berr ar brezhoneg ? Taolit 'ta ur sell war Yezhadur Chalm (2018) pp. R-170-171, a ziforc'h nebeut (adv) diouzh nebeud (a-k) ivez. Nebeut-ha-nebeut e tesker un nebeud traoù nevez a-fet ar yezh kozh ! 2A01:CB08:890E:C600:8076:3DBC:415B:42AB 4 Ebr 2022 da 19:22 (UTC)
|
|
|
- Poent bras e ve deoc'h gouzout an diforc'h etre "e c'heller ober" hag "e ranker ober". 176.167.100.217 4 Ebr 2022 da 19:11 (UTC)
- A-du. Nemet e skrivfen un e-lec'h "eun", yaouank e-lec'h "yaouank", bloavezhioù e-lec'h "bloavechou", "bloavesiou", "bloaveziou", etc.
- Evel-just e c'heller skrivañ
Poent vras e befe deoh gouout an diforzh entre "e geller ober" ha "e ranquer ober".
, hogen pa skrivit-c'hwiPoent bras e ve deoc'h gouzout an diforc'h etre "e c'heller ober" hag "e ranker ober".
e toujit da veur a reolenn yezhadurel peogwir e santit e ranker doujañ dezho. 2A01:CB08:890E:C600:8076:3DBC:415B:42AB 4 Ebr 2022 da 20:28 (UTC)- Fraeshoc'h eo verboù dibabet mat Frañsez Kervella eget ho komzoù diboell. Emaoc'h o toujañ d'ur reolenn dir n'eus ket anezhi e gwirionez. 176.129.8.200 4 Ebr 2022 da 20:49 (UTC)
Kounaaat ar wikipedourien aet da anaon
kemmañNe vefe ket fall ober ur bajenn bolz-enor da enoriñ an implijerien aet da anaon, ma vano un draig eus o labour (met o labour a chom, stumm pe stumm), ha dreist-holl ur roud eus o zremen. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2022 da 13:06 (UTC)
- Ur soñj mat eo. Anavezout a rez tud da vezañ merket o anvioù aze? Huñvreüs (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 09:06 (UTC)
- A-du gant ar soñj-se. Ur skouer a vije war ur wikipedia all a-raok krouiñ ur bajenn ? Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 21:33 (UTC)
- Sellout ouzh (en) Deceased Wikipedians, (fr) Wikipédia:En mémoire de..., ha re all e yezhoù all. Huñvreüs (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 04:03 (UTC)
Serret an davarn?
kemmañPrennet dor an davarn, kentañ tro din gwelout kemend-all. Kavet eus se : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yeun_ar_Gow&type=revision&diff=1985173&oldid=1943257 ... Aet on skuizh o lenn sotonioù ar seurt-se . Pa n'haller ket skrivañ hep kunujenniñ ar re varv, koulz diskuizhañ, pe bezañ sikouret da ober, ma vez ret. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Ebr 2022 da 20:25 (UTC)
- 😫 Huñvreüs (kaozeal) 7 Ebr 2022 da 21:12 (UTC)
- Boas eo hennezh da "gunujenniñ ar re varv" : [1]. --Llydawr (kaozeal) 8 Ebr 2022 da 06:53 (UTC)
- A! addigoret eo an davarn, gant unan emañ an alc'hwez gantañ moarvat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Ebr 2022 da 08:36 (UTC)
«Al Lejon Bras» (?)
kemmañPiv a oar anv brezhonek «le grand Léjon» ? Emañ al lec’h-se tost ouzh Sant-Ke-Porzh-Olued. Huñvreüs (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 09:06 (UTC)
- An Ejon Bras e oa an anv brezhonek, a-benn ar fin. Trugarez d’ar re o deus sikouret. Huñvreüs (kaozeal) 7 Ebr 2022 da 09:58 (UTC)
Résultats du vote de ratification des directives d'application du Code de Conduite Universel
kemmañL'équipe "Trust and Safety Policy" a publié les résultats du vote de ratification des directives d'application du Code de Conduite Universel. Voir les résultats et en lire plus sur Meta-wiki.. Les prochaines étapes sont également annoncées sur Meta-wiki.
MPossoupe (WMF) 6 Ebr 2022 da 16:20 (UTC)
Pennadoù mat
kemmañKlask a ran adlañsal ar gaoz war ar pennadoù mat. Ma fell deoc'h reiñ ho soñj war ar mod da lakaat ur pennad da gaout ur steredenn, grit amañ.-- Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 21:31 (UTC)