La grammaire bretonne pour tous
(Adkaset eus Yezhadur Chalm)
La grammaire bretonne pour tous[1] zo ul levr yezhadur, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù e 2008 diwar danvez dastumet gant Eugène Chalm. Un embannadur brezhonek zo anv da gaout.
Evezhiadennoù
kemmañ- N'eo ket merket orin ar skouerioù : marteze int bet ijinet gant ar skridaozerien, evel a c'hoarvez alies er yezhadurioù (Merser, Trepos).
- Pajenn E-86 e lenner, en embannadur kentañ : Avec nemet. ... l'utilisation de ket entraînant une phrase de sens contraire : Ne ra ket nemet debriñ ha kousket. Il/elle ne fait pas que manger et dormir. "N'eus nemet" ha "n'eus ket nemet " zo heñvel o ster, koulskoude. Reizhet eo bet ar rannbennad-se en adembannadur eus al levr.
- Pajenn E-87 e lenner : l'adverbe arabat. Arabat zo anv-kadarn hag anv-gwan e Geriadur istorel ar brezhoneg hag e Geriadur Favereau, met adverb ivez e Geriadur brezhoneg An Here hag e Geriadur Hemon-Huon 2005.
- Teir fajennad diwar-benn an araogennoù (ma ne gonter ket re an taolennoù displegadurioù), e-skoaz 30 e Yezhadur bras ar brezhoneg.
Priz
kemmañ- Prix Culturels "Produit en Bretagne" - 2009