Yann-Vadezour Lagadeg
Yann-Vadezour Lagadeg, Jean-Baptiste Lagadec e galleg, a zo ganet d'an 3 a viz Ebrel 1932 e Plouneour-Traezh e Bro-Leon ha marvet ar 22 a viz kerzu 2022 e Gwipavaz. Ur skrivagner hag un dastumer danevelloù, kontadennoù, ha kanaouennoù eo e brezhoneg. Poliser eo bet e Pariz.
Buhez
kemmañGanet eo en ur feurm, mab labourerien-douar ha bezhiner. Desket en deus brezhoneg gant e vamm pa oa bihan hag e yezh pemdeziek eo bet betek an devezh m'en deus kuitaet ar vro. Kuitaet en deus ar vro peogwir ne oa ket a blas evit div familh en atant. Aet eo da Bariz war ali un amezeg evit dont da vezañ poliser. Chomet eo dek vloaz e Paris gant keuz ha hiraezh d'e vro. Meur a wech en deus soñjet distreiñ d’ar vro, met, ur familh en devoa, ha neuze ne oa ket posupl dezhañ ober forzh petra. E 1968, ez eo distroet Yann-Vadezour Lagadeg d'ar vro evit labourat e komiserdi Brest. Ur strollad tud deuet er Vro-Bagan a oa o tastum dañsoù, kanaouennoù, kontadennoù ha danevelloù evit sevel pezhioù-c’hoari. En em lakaet eo neuze da lenn ha da furchal evit ar strollad. Seul vui e tizoloe traoù, muioc'h a se en deveze c’hoant da vont pelloc’h. Kontañ a rae kontadennoù ha kanaouennoù e Kan ar Bobl, ha roet ez eus bet dezhañ priz Paotr Treoure evit ur gontadenn. Graet en deus Brezel an Aljeri ha fromet eo bet gant se.
C'hoari-pezh en deus graet gant Strollad ar Vro Bagan e-barzh pezhioù evel Ar Mestr ha kalzik a reoù all.
Krouet en deus, e Gwipavaz ar gevredigezh sevenadurel War roudoù ar Gelted. Sikouret en deus reiñ kentelioù noz brezhoneg e-pad meur a vloaz ha c'hoazh ha kentelioù kanañ.goude-se.
Mennozhioù
kemmañSkrivet en deus Yann-Vadezour Lagadeg e falc'huneg hag embannet eo bet e skridoù gant Brud Nevez. "Va skridoù a zo poblek, tost d'ar brezhoneg komzet, an hini am eus desket a-vihanik, n'on ket aet da glask pemp troad d'ar maout. ... arabat ober fae kennebeut war brezhoneg ar bobl, yezh an dud vunut o deus degaset ar brezhoneg betek ennomp, hepto ne vefe ket bet a vrezhoneg."
Diwar-benn e harlu e Pariz e lavar evel-hen : "Meur a wech em eus soñjet distreiñ d'ar vro, met pa vezer e-karg eus ur familh ne c'heller ket ober forzh petra, "el lec'h ma vezer staget e ranker peuriñ", hervez ar c'hrennlavar. Hirio pa soñjan er mare-se, e lavaran n'eo ket bet didalvez va harlu. E Pariz eo ez eus deuet emskiant din eus va fersonelezh-Vreizh. An estren eo o deus digoret din va daoulagad ; ur Belj 'C'hwi', emezañ, 'a zo Kelted, tostoc'h oc'h da Gembreiz eget d'ar C'hallaoued'. Souezhet-mik e oan bet, ne anavezen seurt a-zivoud istor ha sevenadur va bro. Mezhek e oan o vezañ ken dizesk."
Oberennoù
kemmañLevrioù
kemmañ- Ar Vastardez a zo ur romant diazezet war un dra wir, istor ur plac'h ganet d'he mamm hep ne vefe dimezet homañ. Brud Nevez, 1993 hag adembannet e 2006 (Emgleo Breiz)
- En izlonk ar gêr vraz a zo un dastumad danevelloù, eñvorennoù, kontadennoù hag ur barzhoneg bennak. Brud nevez. 01/03/1995
- Ar galouper : Pez-c'hoari, savet gant Goulc'han Kervella ha Yann-Vadezour Lagadeg, Emgleo Breiz (1995) ISBN-10: 2900828783
- Keit ha ma vo esperañs a zo ur romant, an darvoudoù a dremen e Brest. Brud Nevez, 1997
- Dalc’h soñj ez out den,danevelloù levezonet gant darvoudoù brezel ur maread anezho. "Merket on bet gant ar brezelioù, Brezel an Aljeri, e-lec'h ma 'm eus bet kemeret perzh, brezel ar Salvador, e-lec'h ma 'z eo bet drouklazhet va merc'h Madeleine hag a oa klañvdiourez eno, d'ar mare ma oa brezel-diabarzh er vro. Ken merket all on bet gant ar ouennelouriezh pa oan poliser." Brest. Emgleo Breiz, 2003 - ISBN 2-911210-33-6
Barzhonegoù
kemmañ- Glac'har, frealz, esperañs, Nedeleg 1989.
Glac'har Frealz Esperañs
D'hor merc'h Madalenn
Rannañ 'ra hor c'halon
Pa sellomp ouzh da boltred
O soñjal ne welimp mui, er bed-mañ,
Da vousc'hoarzh ken dous
Na da selloù karantezus o parañ warnomp.
Biken mui ne glevimp da vouezh entanet
O komz diouzh ar justiz hag ar frankiz.
Betek hon tremenvan e chomo garanet don en hor spered
Da gomzoù diwezhañ da vare ar c'himiad
P'edos o vont d'an "El Salvador",
An daeloù en da zaoulagad ez poa lavaret :
_"Me a vezo eürus du-hont,
Ne vern pegen kalet eo va buhez,
Ma ouezfen e kemerfec'h mat
An disparti ho pezo da c'houzañv."
Frealzidigezh a gavomp
O soñjal pegen pinvidik eo bet da vuhez.
Berr eo bet met leuniet penn-da-benn,
Hep an disterañ tachad goullo.
Breizhadez oas penn-kil-ha-troad,
Karout a rejout da vro,
Stourm a rejout eviti pa oa reuz e Plogoñ.
Met klevet 'c'h eus ur galv all
O tont eus a bell-vro.
Pobloù gwasket hag hualet
O c'houlenn sikour.
A-greiz kalon out aet daveto.
Klañvdiourez a vicher ec'h en em santes prest
Da glask o disammañ.
N'ez poa ket choazet an hent aesañ !
Gouzañvet 'c'h eus skuizhder, naon hag aon
Hep, peurliesañ, ti ebet da lojañ.
Met an esperañs hag ar garantez
A zalc'he ac'hanout en da sav.
En dervezh ma 'c'h eus roet da vuhez
E peus roet da holl beadra.
Eürus e oas, e skrives war da lizhiri.
Kement-se a zo a-walc'h evit hor frealziñ.
Kuitaet 'c'h eus ar bed-mañ,
Koulskoude emaout ganeomp atav.
Merzhout a reomp da skeud
'Vel ur goumoulenn wenn
O splannañ warnomp
Hag o kantreal eus aochoù Breizh da venezioù an El Salvador
E lec'h ma oa da galon.
Pec'hed e vefe deomp tevel amañ
Da genelied boureviet ha muntret eveldout,
Koulz hag ar milieroù all a dud
Marvet hep an disterañ brud,
Lazhet abalamour m'o deus kredet
Diskleriañ fraezh ar wirionez.
Na pebezh torfed !
Met kaer o devezo an diktatourien
Diskar gwez karget a vleunioù
Ne c'hellint morse miret
Ouzh heol an nevez-amzer
Da skuilhañ e vannoù.
Klevet a reomp ur vouezh
O tont eus Betleem o lavarout :
"Peoc'h war an douar, d'an dud a volontez vat".
Mab Doue o tont er bed
En deus lakaet e anv da gentañ
Da zifenn gwirioù an den.
Anna ha Yann-Vadezour Lagadeg Nedeleg 1989
Kanaouennoù
kemmañ- Gwerz ar vastardez embannet war Brud Nevez, niverenn 265 a zo istor gwirion ar vaouez-se.
- Plac’h Indez-Sina embannet e Dalc’h soñj ez out den a zo istor ur martolod eus ar vro.
Liammoù
kemmañ[1] Son ar Vastardez kanet gant Yann-Vadezour Lagadeg, diwar www.kaouenn.net