Ergativel-akuzativel
(Adkaset eus Yezh ergativel-akuzativel)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen ergativel-akuzativel (e saozneg: ergative-accusative pe tripartite) evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel pa vez merket gant ar vorfologiezh ha/pe ar gevreadurezh pep doare arguzenn en un doare disheñvel diouzh ar re all, da lâret eo:
Steudadur morfologel-kevreadurezhel | |
---|---|
|
Renadenn (O) pe gouzañver (P) ur verb tranzitivel merket en un doare disheñvel diouzh arguzenn nemeti ur verb amdranzitivel (S: ar rener) merket en un doare disheñvel diouzh graer (A) ur verb tranzitivel.
Da skouer evit ar yezhoù implijet gante troadoù:
- An troad akuzativel: merk renadenn ar verboù tranzitivel
- An troad ergativel: merk graer ar verboù tranzitivel
- An troad amdranzitivel: merk rener ar verboù amdranzitivel
Ral-tre eo yezhoù a-seurt-se, en o zouez yezh ar Nez Percé, merket an troad ergativel gant al lostger -nim, an troad akuzativel gant -ne, hag ar merk mann evit an traod amdranzitivel.