Zuidkote
kumun Bro-C'hall
(Adkaset eus Zuydcoote)
Zuidkote (anv ofisiel:Zuydcoote) a zo ur gumun hag ur gêrig eus Flandrez Frañs (departamant an Norzh), er Westhoek, war ribl Mor an Hanternoz.
-
Un ti-feurm.
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv izelvroek | Zuidkote |
Anv flandrezek kornôgel | Zuudkote |
Anv ofisiel | Zuydcoote |
Lec'hiadur | |
Skoed | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Dukark |
Etrekumuniezh | Communauté urbaine de Dunkerque Grand Littoral |
Kanton | Dukark-Reter |
Kod INSEE | 59668 |
Kod post | 59123 |
Maer | Paul Christophe |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 2,6 km² |
Led | 51° 03' 54" Norzh |
Hed | 02° 29' 25" Reter |
Uhelder kreiz | 5 m |
Uhelder bihanañ | 1 m |
Uhelder brasañ | 26 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 669 (2010) |
Stankter | 647 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañ- Brezel-bed kentañ: 19 den eus ar gumun a varvas abalamour da fedoù-brezel[1]; implijet e voe an ti-yec'hed evit gober war dro ar soudarded bet gloazet pe manet klañv e Talbenn Flandrez Belgia[2].
- Eil brezel-bed: 11 den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[1]; distrujet e voe an ti-yec'hed.
- Norzh-Afrika: ur soudard eus ar gumun a varvas e Maroko e 1955[1].
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ-
Monumant ar re varv.
-
An iliz katolik.
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Sant Nikolaz.
Bered-veur
kemmañBered-veur Nécropole Nationale de Zuydcoote
kemmañ-
Monumant ar Brezel-bed kentañ.
-
Bezioù gall.
-
Bezioù muzulman eus al lu gall.
-
Bez ur soudard breizhat.
- Teir lodenn a zo er vered-veur Nécropole Nationale de Zuydcoote : Gallaoued 1914-1918, Muzulmiz Norzh-Afrika 1914-1918, Gallaoued 1939-1945, 1 858 soudard anavezet en holl; ur soudard rusian a zo beziet eno ivez[3],[4].
Takad alaman
kemmañ-
Bezioù alaman a-dreñv d'ar bezioù gall.
- En takad alaman ez eus 202 soudard eus ar Brezel-bed kentañ, 25 anezhe chomet dianv[3].
Bered ar C'hommonwealth: Zuydcoote Military Cemetery
kemmañ-
Bezioù ar C'hommonwealth.
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 1 |
Aostralia | 1 |
Kanada | 5 |
Belgia | 1 |
Rouantelezh-Unanet | 314 |
Zeland-Nevez | 4 |
Hollad | 327 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered en diskar-amzer 1917 p'edo ar XVvet Corps o terc'hel an talbenn e Nieuwpoort gant daou ospital-brezel (34th and 36th Casualty Clearing Stations); an darn vrasañ ag ar vilourion douaret enni a varvas enne. Daou vez a voe degaset eus Zuydcoote Churchyard French Military Extension goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918[5].
Douaroniezh
kemmañ-
An draezhenn.
-
Ar ganol.
- War lez Mor an Hanternoz, tost eus an harzoù ouzh Belgia emañ Zuidkote. War ribl ar ganol etre Dukark ha Veurne emañ ar gumun.
Emdroadur ar boblañs 1800-2010
kemmañNiver a annezidi
Lennegezh
kemmañ- Gant Robert Merle eo bet skrivet ar romant Week-end à Zuydcoote, diwar-benn troioù ur soudard gall e "Godell Dukark". Gant al levr e oa aet ar Priz Goncourt e 1949. E 1964 e voe graet ur film, heñvelanvet, gant Henri Verneuil. Jean-Paul Belmondo an hini e oa ar soudard.
Melestradurezh
kemmañ-
Ar maerdi
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2008 | → bremañ | Paul Christophe | tu-dehou, distrollad | |
2005 | 2008 | Philippe Defurnes | Strollad Sokialour Gall | |
1989 | 2005 | Daniel Vanhove | Strollad Sokialour Gall | |
1971 | 1989 | Pierre Lamstaes | tu-dehou, distrollad | |
1953 | 1971 | Constance Verwaerde | tu-kleiz, distrollad | |
1935 | 1953 | Eugène Pollefoort | ||
1925 | 1935 | Emile Deswarte | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud
kemmañGevelliñ
kemmañLiammoù diavaez
kemmañDave ha notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Monumant ar re varv
- ↑ Hôpital Maritime de Zuydcoote
- ↑ 3,0 ha3,1 Mémorial GenWeb
- ↑ Photo et Histoire
- ↑ WW1 Cemeteries