2000 e Breizh
darvoudoù bloavezh 2000 e Breizh
Bloavezhioù : ../.. 1994 1995 1996 1997 1998 1999 - 2000 - 2001 2002 2003 2004 2005 2006 ../.. | |
Degadoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 | 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 1999 e Breizh - 2000 e Breizh - 2001 e Breizh
Darvoudoù
kemmañ- Genver : ur c'hoñsuldi zo digoret e Roazhon gant Stadoù Unanet Amerika.
- 15 a viz Ebrel : manifestadeg gant difennourien yezhoù "bihan" ar Stad C'hall dirak Kuzul ar Vonreizh e Pariz evit ma vo kemmet mellad 2 ar Vonreizh c'hall ha ma vo degemeret ar Garta Europat evit ar Yezhoù.
- 26 a viz Ebrel : er gazetenn sizhuniek c'hall Le Canard Enchainé e lenner ur pennad anvet « Quand la République subventionne un dictionnaire breton et anti-français », diwar-benn ar geriadur brezhoneg embannet gant An Here.
- 10 a viz Mae : goulenn a ra prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed digant Diwan divadeziñ ar skolaj Roparz Hemon er Releg-Kerhuon.
- 1añ a viz Gwengolo: penn-kentañ abadennoù TV Breizh.
- Gwengolo: krouidigezh skolioù Diwan Dinan ha Kistreberzh, klasoù divyezhek publik Sant-Maloù ha Maoron, klasoù divyezhek katolik Landivizio, Ploubêr, Gwegon Begnen ha Mourieg
- Gwengolo: krouidigezh ur rakDeug war ar brezhoneg e Karaez gant Skol-veur Breizh-Izel.