Barzh-lez
Ur barzh-lez zo ur barzh ofisiel e lez ur priñs pe roue, karget da ganañ meuleudi d'ar priñs ha d'e diegezh ha da sevel barzhonegoù hervez c'hoant ar priñs a vag hag a bae anezhañ. Kement-se a c'hoarveze e Kembre hag Iwerzhon ar Grennamzer, ha Taliesin a zo ur skouer anezho. Roud a gement-se a gaver e Breizh ivez.
Skouer Taliesin
kemmañKanet en dije Taliesin e lez tri roue brezhon da vihanañ :
- Urien, roue Rheged,
- e vab Owain ab Urien, roue war e lerc'h,
- ha Cynan Garwyn, roue Powys, e Kembre hag e-kreiz Bro-Saoz a-vremañ[1].
Padet e vije an hengoun e Kembre betek dibenn ar Grennamzer.
Modernaet eo bet an hengoun gant krouidigezh ar garg Bardd Cenedlaethol Cymru (Barzh Broadel Kembre).
Barzh loreet
kemmañE broioù zo e komzer eus barzh loreet, evel en Italia gant Albertino Mussato ha Francesco Petrarca a voe kurunennet gant lore hervez ur c'hiz a vije bet en Henamzer.
Hiziv ez eus broioù ma 'z eus bet krouet ar garg a varzh ofisiel (Poet laureate e saozneg), evel ar Rouantelezh-Unanet.
Pennad kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Ifor Williams, Canu Taliesin (University of Wales Press, 1960), poem I.
Levrlennadur
kemmañ- Pennad gallek e-barzh La revue des deux mondes: [1]