Bessie Coleman
Elizabeth Bessie
Coleman, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1892 en Atlanta (Texas) hag aet da Anaon d'an 30 a viz Ebrel 1926 e Jacksonville (Florida), a oa un nijerez stadunanat. Bez' e voe ar c'hentañ maouez a ziagentiezh afrikan hag amerindian o tapout he breved levierez en SUA ha digant ar Fédération Aéronautique Internationale, e 1921.
Ret e oa bet dezhi talañ ouzh diforc'hidigezh ar re Zu ha gwallziforc'h ar merc'hed en SUA e deroù an XXvet kantved, met brud a c'hounezas dre he ampartiz ha buan e voe ur skouer evit ar merc'hed hag ar re Zu en he bro, pa oa he bezañs en oabl ur flac'had da stereotipoù ar mare.
Bessie Coleman
| |
---|---|
War he breved FAI, 15/06/1921 | |
Ganedigezh | Elizabeth Coleman 26 Genver 1892 Atlanta Texas |
Marv | 30 Ebrel 1926 Jacksonville Florida |
Broadelezh | Stadunanat |
Micher | Levierez |
Breved | 15 Even 1921 |
Lesanvioù | Brave Bessie Queen Bess |
Internet | www.bessiecoleman.org |
Yaouankiz
kemmañAn dekvet eus trizek bugel George Coleman, ur merer a ziagentiezh cherokee hag afrikan, hag e wreg Susan, a oa a ziagentiezh afrikan, e oa Bessie Coleman. E 1894, daou vloaz goude he ganedigezh, e tilojas he zud eus Atlanta, nepell diouzh an harzoù gant Arkansas, da Waxahachie, ur 300 km bennak pelloc'h er mervent ha 35 km er su da Zallas ; eno e soñje da George ha Susan kavout aesoc'h buhez en ur gêr hag a veve diwar ar c'hoton. Un dachenn 100 m² a brenjont e rann ar re Zu, ma lakajont sevel un ti bihan. Pan eas Bessie d'ar skol da 6 vloaz e voe kavet e oa speredek ha barrek-kenañ war ar matematikoù.
E 1901, pa oa Bessie 9 bloaz, e voe mennet he zad da zistreiñ da Oklahoma (anvet Indian Territory er mare-se) abalamour ma oa aet og gant an diforc'hidigezh hag a rene e Waxahachie evel e Texas dre vras ; pa nac'has e wreg mont d'e heul e kuitaas an tiegezh. Goude disparti o zad ez eas kuit breudeur goshañ Bessie ivez ha Susan en em gavas gant ar peder flac'h yaouankañ, Bessie o vezañ an henañ. Labour a gavas ar vamm, ha Bessie a reas war-dro he c'hoarezed hag an ti. Bep bloaz e veze torret standur Bessie – skol, labour en ti, an iliz – gant eost ar c'hoton. Pep den a oa rekis, setu e laboure an tiegezh Coleman a-bezh er parkeier.
Da 12 vloaz e voe degemeret Bessie e skolaj ar Missionary Baptist Church, ma tremenas an eizh live e c'hwec'h vloaz. Goude-se, da 18 vloaz e 1910, e tastumas he boujedenn hag ez eas da Langston (Oklahoma) da studiañ er skol-veur evit ar re Zu anvet Colored Agricultural and Normal University, nepell diouzh Oklahoma City. Ur bloaz hepken e studias avat, pa voe ret dezhi distreiñ da Waxahachie dre ziouer a arc'hant. Eno e adstagas gant he buhez kent hag e voe gopret evel kannerez.
E 1915, pa fellas dezhi bevañ ur vuhez all, ez eas kuit da Chicago davet he breudeur Walter ha John ; ganto e vevas en ur glask labour e karter ar re Zu. Buan e troas da genedourez e meur a stal ha ker buan all e voe unan eus lennerezed aketus The Chicago Defender, ur sizhunieg evit al lennerien zu pergen bet diazezet gant Robert S. Abbott (1870–1940) e 1905 evit difenn o gwirioù[1].
Tri bloaz goude, e 1918, e teuas Susan hag he zeir merc'h all da vevañ e Chicago ivez. E 1919 e tistroas Walter ha John eus Bro-C'hall m'o devoa servijet er Brezel-bed kentañ ; er bloaz-se end-eeun, adalek ar 27 a viz Gouere betek an 3 a viz Eost e voe ar gwashañ kabaduilh enep ar re Zu e kêr, The Chicago Race Riot of 1919 (Kabaduilh gouennelour Chicago 1919). Pa glevas digant he breudeur e oa merc'hed gall o leviañ nijerezed e tivizas Bessie mont war ar vicher ivez.
Levierez
kemmañNe c'hallas ket Bessie Coleman kavout den pe zen a-du da gelenn a leviañ dezhi, abalamour d'he liv ha d'he reizh. Robert Abbott he alias da vont da Vro-C'hall ; goude bezañ dastumet trawalc'h a arc'hant, kemeret kentelioù galleg e ti Berlitz a-drugarez da R. Abbott ha d'ur banker, ha bet ur paseporzh warnañ vizaoù gall ha breizhveuriat ez eas Bessie kuit da Europa e miz Du 1920. Eno e heulias kentelioù e skol ar vreudeur Caudron e Le Crotoy (Somme) ; dek mizvezh e pade ar stummadur met e seizh hepken e teskas Bessie leviañ un nijerez Nieuport 82[2], gant embregadoù ouesk a-walc'h : treiñ krenn, troellañ hag ober loopings (tresañ kelc'hioù a-serzh en oabl).
D'ar 15 a viz Even 1921 e resevas he breved digant ar Fédération Aéronautique Internationale, ar pezh a roe aotre dezhi da nijal er bed a-bezh. Goude-se e chomas e Le Crotoy e-pad tri miz evit en em varrekaat.
D'ar 16 a viz Gwengolo 1921 e lestras war-du New York. Souezhet-bras e voe pa voe degemeret en SUA gant kalz pennadoù er c'hazetennoù. Tro a oa dezhi da c'hounez arc'hant dre leviañ e sirkoù-nij met ret e oa bezañ barrekoc'h eget live ar breved, setu e tistroas da Vro-C'hall e miz C'hwevrer 1922. Eno e kemeras kentelioù ouzhpenn en Nieuport ; e-kerzh he chomadenn e weladennas labouradegoù njerezioù en Alamagn hag en Izelvroioù a-raok distreiñ da SUA e miz Eost.
Diouzhtu e lakaas Bessie en he fenn sevel ur skol-leviañ evit ar re Zu. Peogwir e oa o kregiñ gant ar vicher en SUA e reas bruderezh evit desachañ tud prest da baeañ evit sellout outi o nijal : dre he unwisk damvilourel hag e frezegennoù helavar e teuas a-benn da gavout he lec'h e metoù an nijerezh : un teulfilm digomz diwar he fenn a zeuas er-maez e miz Eost 1922[3] Er bloaz-se ivez e tiskouezas he barregezh evit ar wech kentañ e nijva Checkerboard e Chicago.[4]. D'an 3 a viz Gwengolo 1923 e kemeras perzh en he nijadeg kentañ er-maez eus he bro, sponsoret gant The Chicago Defender e Curtiss Field e-kichen New York City. Nijadegoù all a voe dre ar vro, evel e Chicago ha Memphis (Tennessee) ; e miz Mezheven 1925 e voe he nijadenn gentañ e Texas, e Houston.
Bepred gant ar soñj sevel ur skol ez eas da Galifornia da c'hounez arc'hant a-benn prenañ he nijerez dezhi, e prenas an ardivink hag en e dorras a-raok distreiñ da Chicago. E-pad daou vloaz e nijas hag e prezegas e Texas. E Dallas e roas arrezoù e-skeud prenañ un nijerez Curtiss JN-4. Goude un distro berr da Chicago e roas ur stirad prezegennoù e salioù evit ar re Zu e Georgia hag e Florida ; er Stad diwezhañ-se e tigoras ur stal gened en Orlando evit ponneraat he yalc'h.
Dre amprestiñ nijerezioù e kendalc'has da gemer perzh e nijadegoù, hag e harzlammas ivez a-wechoù. Bewech e nac'he nijal mar beze gwallziforc'het an arvesterien, ha ret e veze staliañ un enkerzh hepken evit an holl dud. Gant harp un nevidour e c'hallas paeañ ar peurrest eus ar JN-4 e Dallas ha kaset e voe an ardivink betek Jacksonville e Florida, ma oa Bessie da nijal d'ar 1añ a viz Mae 1926.
E dibenn miz Ebrel ez erruas e Jacksonville. D'an 30 e pignas war bourzh ar JN-4 leviet gant ur mekanikour evit un nijadenn-arnod ; e-kerzh an nijadenn ez eas un dra bennak a-dreuz gant an ardivink, al levier a reas ur fazi hag a gollas ar reoladur, ha Bessie a voe strinket a-ziwar he c'hador meur a gantad metroù a-us an douar.
Pemp mil a dud a voe en oferenn en Orlando a-raok ma voe kaset ar c'horf da Chicago. Dek mil a dud a zibunas eno dirak an arched, ha miliadoù ouzhpenn a voe en obidoù al levierez.
Enorioù
kemmañ- Gant an nijer du William J. Powell (1897–1942) e voe diazezet e 1929 ar Bessie Coleman Aero Club, ar rouedad skolioù-leviañ a oa bet hunvre Elizabeth. Da heul kement-se e voe meur a nijer Afrikan-Amerikan brudet, evel The Flying Hobos (James Herman Banning hag e vekanikour Thomas C. Allen) hag a dreuzas SUA eus Los Angeles da Long Island e 1932[5].
- 1931 : staliet e voe un nijadeg vloaziek en enor da Vessie Coleman gant ar Challenger Pilots' Association e Chicago, ur strollad nijerien afro-amerikan hag a lakaas ivez sevel un nijva evit ar re Zu e Robbins, Illinois[6].
- 1973 : krouet e voe an NAI, Negro Airmen International, Inc..
- 1977 : levierezed afro-amerikan bro Chicago a ziazezas ar Bessie Coleman Aviators Club ; bep bloaz, d'an 30 a viz Ebrel, e nijont kevret gant ar Challenger Pilots' Association hag NAI da strewiñ bleunioù war bez Bessie Coleman[7].
- 1990 : an anv Bessie Coleman Drive a voe roet gant maer Chicago d'ar vali a zo dirak termenva an aerborzh etrebroadel[8] ; heñvel a voe graet en aerborzhioù Oakland (Kalifornia)[9], Tampa (Florida)[10] ha Frankfurt (Alamagn)[11] ; hentoù all zo bet anvet
Bessie Coleman
e Nisa, Pariz, Poitiers ha Waxahachie. - 1993 : ur rann eus Levraoueg-kêr Chicago a voe anv en enor da Vessie Coleman[12].
- 1995 : an U.S. Postal Service a embannas un timbr en enor da Vessie Coleman en dastumad Back Heritage[13].
- 2001 : degemeret e voe Bessie en National Women's Hall of Fame[14].
- 2006 : degemeret e voe en National Aviation Hall of Fame[15].
- 2013 : d'an niv. 14 diwar 51 Heroes of Aviation e voe lakaet gant ar gelaouenn Flying[16].
- 2014 : degemeret e voe en International Air & Space Hall of Fame e San Diego (Kalifornia)[17].
- 2015 : ur straed en Orlando a voe adanvet en he enor[18].
- 2018 : Bessie Coleman – Première aviatrice noire, teulfilm gallek sevenet gant Olivier Sarrazin[19].
Levrlennadur
kemmañ- (en) RICH, Doris L. : Queen Bess – Daredevil Aviator, Smithsonian, 1993 (ISBN 978-1-56098-265-4)
- (en) HART, Philip S. : Up in the Air: The Story of Bessie Coleman, Carolrhoda Books, 1996 (ISBN 978-0-87614-949-2)
- (en) SPREKELMEYER, Linda : These We Honor – The International Aerospace Hall of Fame, San Diego Air & Space Museum, 2006 (ISBN 978-1-57864-397-4)
- (en) BROADNAX, Samuel L., : Blue Skies, Black Wings – African American Pioneers of Aviation, Praeger, 2007 (ISBN 978-0-275-99195-1)
- (en) HARDESTY, Von : Black Wings – Courageous Stories of African Americans in Aviation and Space History, Smithsonian, 2008 (ISBN 978-0-06-126138-1)
- (en) GANSON, Barbara : Texas Takes Wings – A Century of Flight in the Lone Star State, University of Texas Press, 2014 (ISBN 978-0-292-75408-9)
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) SPIVEY, Lynne : Bessie Coleman'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Women in History'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'The Chicago Defender'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'American Experience'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Bessie Coleman: Woman Who ‘Dared to Dream’ Made Aviation History'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Who was Bessie Coleman and why does she still matter? – Al Jazeera, 26/01/2017. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) 'Newspapers'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ Un Nieuport 17 gant ur c'heflusker tro e oa an Nieuport 82.
- ↑ (en) ; filmoù all diwar-benn Bessie Coleman zo listennet en IMDb.
- ↑ Chicago Midway International Airport (MDW) hiziv.
- ↑ (en) 'Pioneers of Flight'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Pioneers of Flight'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Encyclopedia.com'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Chicago O'Hare International Airport (ORD)'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) (OAK). Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (TPA). Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (FRA). Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Chicago Public Library'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'U.S. Stamp Gallery'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'National Women's Hall of Fame'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'The National Aviation Hall of Fame'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Flying Gouere 2013, p. 40. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'San Diego Air & Space Museum'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Orange County Government, Florida'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'Harmattan TV'. Kavet : 24 Mezheven 2019.