Beuf
| |||
---|---|---|---|
Ur beuf (par)
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Fringillidae | ||
Genad : | Pyrrhula | ||
Anv skiantel | |||
Pyrrhula pyrrhula Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar beuf pe beuf Eurazia pe beuf boutin a zo un evn bihan, Pyrrhula pyrrhula an anv skiantel anezhañ.
Rummatadur
kemmañCarl von Linné a zeskrivas al labous e 1758 e 10vet embannadur e Systema Naturae, m'e anvas Loxia pyrrhula. E 1760 e voe ijinet ar genad Pyrrhula gant al loenouniour gall Mathurin Jacques Brisson, diwar an henc'hresianeg πυρρός pyrrós "liv an tan".
Is-spesadoù hag annezva
kemmañ
Dek ispesad Pyhhula pyrrhula zo, hervez doare 12.1 listenn an International Ornithologists' Committee (IOC)[1].
|
|
Doareoù pennañ
kemmañ- Mentoù
Postek eo al labous, met bihan a-walc'h : war-dro 15 cm e hirder, 28 cm e hed-eskell, etre 20 ha 40g a bouez ennañ. Du, berr ha kreñv eo e bigos.
- Neizhañ
En ur vodenn vras, tremen 4 metrad uhelder ha ledander. Etre 4 ha 7 vi a vez dozvet adalek deroù miz Mae betek kreiz miz Gouere.
-
Ur barez
-
Vioù
-
Ur par
-
Ur par o tebriñ
Boued
kemmañHadoù a ya gant al labous, ha broñsoù gwez-frouezh — ur vosenn er werjez. Onn ha spern-gwenn a blij dezhañ e dibenn an diskaramer ha deroù ar goañv.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Lec'hienn ofisiel an IOU
- (en) IOC 12.1
- (fr) Avibase