Boc'hruz

(Adkaset eus Boc'hig)
Boc'hruz
ErithacusRubecula.jpg
Ur boc'hruz.

Status iucn3.1 LC.svg
Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Muscicapidae
Genad : Erithacus
Anv skiantel
Erithacus rubecula
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh
1GZX Haemoglobin.pngEmoji u1f344.svgCreative-Tail-Animal-butterfly.svg
e tenn ar pennad-mañ.

Ar boc'hruz[1], pe boc'h-ruz, pe boc'hig-ruz, (Erithacus rubecula an anv skiantel anezhañ), a zo un evn golvaneg, ruz pe liv orañjez e grubuilh, ha boutin-tre en Europa.

AnvAozañ

Anavezet eo ivez dindan anv rujodenn, pe boc'hig, boc'hruzig, kofig-ruz hag Alanig kof-ruz[2].

E-barzh Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)[3] e kaver un toullad brav a anvioù disheñvel : boc'hruzig, bran-buzhug (liester : brini-buzhug), evnig-ruz, goûgig-ruz, labousig-ar-c'halvar, labousig-hor-Salver, polu, richodell, ruchodenn kement ha lesanv al labousig : Olierig.

Doareoù pennañAozañ

Ar par hag ar barez a zo heñvel-tre. Gallout a reont bevañ war-dro trizek vloaz.

BouedAozañ

Amprevaned, kevnid, buzhug, bruzun, un nebeud hadennoù ha frouezh.

AnnezAozañ

Bevañ a ra el liorzhoù, er c'hoadoù hag er girzhier. Ul labous arsezat eo en Europa ar c'hreisteiz, met hini Skandinavia pe Rusia a zivro d'ar c'hreisteiz e-pad ar goañv. Neizhiañ a ra adalek miz C'hwevrer betek miz Gouere en un neizh aozet gant reun ha pluñv.

MojennAozañ

Lavarout a ra ur vojenn en dije tapet an evnig liv ruz e grubuilh pa voe kroazstaget ar C'hrist. Gant e zivaskell e klaskas sec'hañ daeroù ar boureviad ha gant e bigos lemel spern ar gurunenn a c'hloaze e dal : kouezhañ a reas un dakenn wad war al labousig, just d'an ampoent[4].

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sell ivezAozañ

SkeudennoùAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Boc'hruzig rujodenn (liester : boc'hruziged rujodenn) hervez TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
  2. Va Zammig Buhez gant Jarl Priel, Al Liamm, 1954, p.89.
  3. 2012, pajenn 1200a.
  4. EVNED Breizh gant Claude Péridy, Hor Yezh, 1995, p.102.