Boc'hruz

Ur boc'hruz.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Muscicapidae
Genad : Erithacus
Anv skiantel
Erithacus rubecula
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar boc'hruz[1], anvet boc'h-ruz ha boc'hig-ruz ivez, Erithacus rubecula an anv skiantel anezhañ, zo un evn golvaneg, ruz pe liv orañjez e grubuilh, ha boutin-tre en Europa.

Anavezet eo ivez dindan an anvioù rujodenn, boc'hig, boc'hruzig, kofig-ruz hag Alanig kof-ruz[2].

E geriadur Martial Menard[3] e kaver un toullad brav a anvioù disheñvel : boc'hruzig, bran-buzhug (liester : brini-buzhug), evnig-ruz, goûgig-ruz, labousig-ar-c'halvar, labousig-hor-Salver, polu, richodell, ruchodenn kement ha lesanv al labousig : Olierig.

Doareoù pennañ

kemmañ

Ar par hag ar barez a zo heñvel-tre. Gallout a reont bevañ war-dro trizek vloaz.

Kan Erithacus rubecula

Amprevaned, kevnid, buzhug, bruzun, un nebeud hadennoù ha frouezh.

Bevañ a ra el liorzhoù, er c'hoadoù hag er girzhier.

Ul labous arsezat eo en Europa ar C'hreisteiz, met hini Skandinavia pe Rusia a zivro d'ar C'hreisteiz e-pad ar goañv.

Neizhiañ a ra adalek miz C'hwevrer betek miz Gouere en un neizh aozet gant reun ha pluñv.

 
  • ██ Degaset
  • ██ Goañviñ
  • ██ Annezour
  • ██ Gouennañ
  • Mojenn

    kemmañ

    Lavarout a ra ur vojenn en dije tapet an evnig liv ruz e grubuilh pa voe kroazstaget ar C'hrist. Gant e zivaskell e klaskas sec'hañ daeroù ar boureviad ha gant e bigos lemel spern ar gurunenn a c'hloaze e dal : kouezhañ a reas un dakenn wad war al labousig, just d'an ampoent[4].


     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Gwelet ivez

    kemmañ

    Skeudennoù

    kemmañ

    Notennoù ha daveennoù

    kemmañ
    1. Boc'hruzig rujodenn (liester : boc'hruziged rujodenn) hervez TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
    2. Va Zammig Buhez gant Jarl Priel, Al Liamm, 1954, p.89.
    3. 2012, pajenn 1200a.
    4. EVNED Breizh gant Claude Péridy, Hor Yezh, 1995, p.102.