Bendigeidfran

(Adkaset eus Bran Benniget)

Bendigeidfran fab Llŷr ("Bran Benniget mab Llŷr") eo anv roue Enez Vreizh, ha breur Branwen, en danevell Branwen ferch Llŷr, anezhi an eil eus Pedair Cainc y Mabinogi. Ur ramz eo Bendigeidfran, ha n'eus ti bras a-walc'h evitañ, na bag kreñv a-walc'h d'e zougen.
Mab eo da Llŷr ha Penarddun, ha breur da Vranwen, Manawydan, Nisien hag Efnysien.

Y Ddau Frenin (An Daou Roue) : Bendigeidfran o tougen korf e niz, Gwern. Delwenn e-kichen kastell Harlech

Un haroz meur eo Bendigeidfran, e doare Cúchulainn. Hervez mojennoù all ez eo un doue er Bed Arall, soner, brezelour, diouganer. Krediñ a reer eo gant ar gristeniezh eo e voe lakaet ar ger benniget e deroù e anv.

Er Mabinogi kemmañ

E deroù an danevell emañ ar roue Bendigeidfran war ur roc'h e Harlech o sellout ouzh ar mor, ha gantañ e vreur Manawyddan, ha daou hantervreur dezho, Nisien hag Efnysien, mibion d'o mamm Penarddun, merc'h da Veli, bet dimezet a-raok.
Listri zo o tostaat. Deuet eo Matholwch, roue Iwerzhon, da c'houlenn Branwen da zimeziñ. Graet e vo an eured, emglev zo, ha banvez, ha traoù war an daol.
Ha setu Efnysien, hantervreur Branwen, o tegouezhout a-greiz ar fest. Konnar a sav ennañ pa glev ar c'heloù. Mont a ra da droc'hañ muzelloù, divskouarn ha lostoù kezeg Matholwch. Hag an Iwerzhonad da fuloriñ ivez. Evit sioulaat dezhañ e rank Bendigeidfran reiñ kezeg nevez dezhañ, hag ur gaoter vurzhudus.

Hag an dud nevez da Iwerzhon. Eno e tremen mat an traoù da gentañ. Tri bloaz goude e teu un dred eus Iwerzhon da gas keloù da Vendigeidfran : vil a vez graet eus e c'hoar Branwen gant he fried. Hag eñ mont gant un arme da Iwerzhon. E-keit m'emañ e listri o treizhañ ez a-eñ war droad a-dreuz ar mor.

Brezel zo, ha lazhet kalz tud. Trec'h eo ar Vrezhoned met ne chom nemet seizh anezho. Gloazet-fall eo Bran ha goulenn a ra bezañ dibennet ha kas e benn da Londrez.
E-pad seizh vloaz ha pevar-ugent e chom ar seizh den da riboulat ha penn Bran gante o kaozeal.

Levrlennadur kemmañ

  • (cy) Ifor Williams (1930) : Pedeir Keinc y Mabinogi Allan o Lyfr Gwyn Rhydderch, HardPress Publishing, 2013(ISBN 978-1-314-73402-7)
  • (br) Abeozen (troidigezh) : Pevar skourr ar Mabinogi, Preder, 1980 (ISBN 978-2-901383-52-9)