Branwalader
(Adkaset eus Brevalaer)
Branwalader, pe Brevalaer (Branuvelladurus e latin), a oa ur sant brezhon er VIvet kantved, anvet ivez Breward, Branwallder, Brelade, Broladre, Brelodre, Brélade. Mab e vije bet d'ur roue eus Kernev-Veur, Kenen. Diskibl e oa da Sant Samzun, a voe eskob Dol, ha marteze e oa bet gantañ e Kernev-Veur ha Jerzenez a-raok dont gantañ da Vreizh.
Hervez ar vojenn (met diaes e vez digemmeskañ fedoù ha mojenn diwar-benn ar sent vrezhon) e vije bet eskob Jerzenez), a oa en eskopti Dol koulskoude en amzer-hont.
Lec'hanvioù
kemmañE anv a gaver el lec'hanvadurezh.
- E Breizh:
- Loprevaler, e Bro-Leon, e kanton Plabenneg,
- Sant-Yann-Brevele, pe Sant-Yann-Brewalaer(Daveoù a vank), e Bro-Gwened,
- Sant-Brewalaer, e Bae Menez-Mikael, e Bro-Zol.
- E Jerzenez:
- E Kerne-Veur:
Lid
kemmañE Jerzenez e vez lidet d'ar 6 a viz Mezheven. E Kernev-Veur ivez, ha d'an 9 a viz C'hwevrer. Er Grennamzer e veze lidet e Winchester, Exeter, hag e Kernev-Veur.
Ilizoù
kemmañJerzenez
kemmañ- Iliz Santt Brelade, a vefe bet savet en Xvet pe XIvet kantved.
Pennad kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- "St. Breward Marks the Millennium", gant Pamela Bousfield, e-barzh the Cornish Coracle.