Brezhoneg ha Bonreizh

Ur yezh enepbonreizhel eo ar brezhoneg, evel an holl yezhoù estreget ar galleg war zouar ar Republik c'hall.

Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

E 1958, diskaret ar Pevarvet Republik C'hall, e oa bet embannet Mammlezenn (pe Bonreizh) nevez ar Pempvet Republik C'hall. Kaoz ebet ne oa enni eus yezh. Un dra anat e oa moarvat ne oa yezh all ebet er vro.

E 1992 e voe daskemmet ar Vonreizh gant ul lezenn hag e-barzh ar mellad 2 e voe lakaet kement-mañ: « La langue de la République est le français » ( ar galleg eo yezh ar Republik). Un doare all a oa d'ar frazenn da gentañ (« le français est la langue de la République »), met kemmet e oa bet dre ma klemme Kebek ha Belgia abalamour ma n'eo ket e Bro-C'hall hepken e komzer galleg.

Klemm a rae ivez difennerien ar yezhoù bihan (brezhoneg, katalaneg, okitaneg, hag all) met sklaer e voe lavaret dezho ne oa ket troet ar mellad nevez a-enep o yezhoù, pa oa bet savet evit difenn ar galleg diouzh ar saozneg.

E gwirionez e ouied dija e oa ar rouedadoù jakobin o kemer diarbennoù evit chom hep plegañ d'an emglevioù etrebroadel a denn da yezhoù ar minorelezhioù, ha dreist-holl d'an en:European Charter for Regional or Minority Languages, pe Karta ar Yezhoù Bihan, bet degemeret gant Kuzul Europa e 1992 end-eeun.

Evel-just n'eo ket bet gwelet ar Vonreizh o servij da enebiñ ouzh ar saozneg, n'eus nemet gwelout anvioù ar stalioù pe titloù ar filmoù, met gwelet mat eo bet o servij enep d'ar brezhoneg ha d'ar yezhoù all.

Ar Vonreizh hiziv

kemmañ

Dre natur eta eo republikan ar yezh nemeti meneget er Vonreizh c'hall, ha dre natur eo eneprepublikan ar re all.

Kemm ar Vonreizh

kemmañ

Kemm mellad 2 ar Vonreizh a vez goulennet gant aozadurioù evel Kuzul Sevenadurel Breizh ha Diwan, hiraat ar mellad d'ober anv ennañ eus ar yezhoù "rannvroel" er Vonreizh.

C'hwitadenn 2008

kemmañ

E 2008 e oa bet kinniget er Vodadenn Vroadel c'hall ober anv eus ar yezhoù er mellad 1, evel peadra ar Republik. Degemeret e oa bet ar c'hinnig d'an 22 a viz Mae[1]. Chom a rae d'ar Sened da studiañ an afer.

Er Sened emañ ar senedour Jean-Luc Mélenchon oc'h ober brezel abaoe pell zo ouzh ar yezhoù, hag ouzh Diwan zoken. E 2006 en doa kenaozet ur c'hendiviz er Sened ma teuas e Françoise Morvan da gomz enep ar Garta. Efedus eo bet e stourm ha klevet eo bet e gilhog o kanañ war-lerc'h e drec'h.

Nac'het ez eus bet gant ar Sened gall kemm ar Vonreizh evit ober anv eus ar yezhoù rannvroel enni. Bet eo Mélenchon o kontañ ne oa ket a-enep ar yezhoù tamm ebet (evel ma veze kontet e 1992 ne oa ket savet ar mellad a-enep dezho ivez), met enep ma vefe stoket ouzh ar Vonreizh ha n'eo ket al lec'h dereat d'ober anv eus ar yezhoù estreget ar galleg. "Kenelourien", emezañ e vije difennerien ar yezhoù estreget ar galleg, ha republikaned vat moarvat difennerien ar brezhoneg.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. L'Assemblée Nationale a voté, le 22 mai, un amendement à l'article 1 de la Constitution de la République