Caer Mincip
Caer Mincip eo an anv a roer d'ur rouantelezh vrezhon vartezeüs a oa en-dro da Verulamium (Sant Alban hiziv an deiz). Nebeut a roudoù eus bezañs ar Saozon a gaver er vro-se kent ar VIvet kantved. An-dra-se a c'hell lakaat an den da soñjal e oa padet un dachennad vrezhon er c'horn-bro-se. N'ouzer ket resis pegoulz e voe kemeret gant ar Saozon met un darn eus rouantelezh Essex e oa e 600 kazi-sur rak pa fellas da Sant Aogustin mont war-du Londrez e rankas goulenn an aotre digant he roue.
Caer Mincip Rouantelezh Caer Mincip | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Predeneg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Pa oa aet kuit ar Romaned | 410 | |||
- aloubet gant Rouantelezh Essex | VIvet kantved |
Asturies • Bro-Skos • Breizh • Enez-Vanav • Galiza • Iwerzhon • Kembre • Kernev-Veur
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia