Carol II
Carol II, priñs Hohenzollern-Sigmaringen (Sinaia, Roumania, 15 a viz Here 1893 – Estoril, Portugal, 4 a viz Ebrel 1953) a voe roue Roumania eus 1930 betek 1940. Mab e oa da Ferdinant Iañ Roumania ha d'ar briñsez Marie Sachsen-Coburg-Gotha.
E vuhez
kemmañGanet e voe e Roumania met desavet e voe e Londrez, Berlin, Pariz ha Nisa. Daoust da volontez e dad e timezas e 1918 gant ur vaouez dinobl, Ioana Valentina, lesanvet "Zizi Lambrino" (1898-1953), merc'h d'un ofiser, hag a oa bet anavezet gantañ e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Nullet e voe an dimeziñ gant parlamant Roumania e 1919, met ur bugel a voe ganet dezho, Mircea, e 1920.
D'an 10 a viz Meurzh 1921 e timezas Carol gant Elena Gres (1896-1982), merc'h da roue Gres. Dimezet a-enep e c'hrad, Carol en doa ur pried kleiz, ur Yuzevez, Elena Lupescu (1902-1977).
E 1925 e tivizas ar roue Ferdinant Iañ envel e vab-bihan Mihai da roue war e lerc'h, e-lec'h e vab Carol hag a veze o ren ur vuhez diroll. Hag eñ oadet pemp bloaz e pignas Mihai war an tron gant asant ar parlamant hag ar gouarnamant e 1927, goude marv e dad-kozh. Carol a guitaas ar vro da vevañ e Nisa.
E miz Mezheven 1930 e teuas Carol a-benn da gaout digant ar gostezenn a oa er galloud e Roumania ma vefe freuzet e zilez, goude dilezel Elena Lupescu, ha distreiñ a reas war an tron, gant an anv Carol II Roumania. Buan a-walc'h e klaskas staliañ ur renad politikel gant nebeutoc'h a c'halloud d'ar parlamant, war skouer ar pezh a oa e Yougoslavia hag e Bulgaria d'an ampoent, gant ar rouaned Aleksandr Iañ ha Boris III.
D'an 10 a viz C'hwevrer 1938 e voe divodet ar gouarnamant gant Carol II, a savas ur renad anvet "karlouriezh" a oa un doare diktatouriezh. Stourm a reas a-enep faskourien ar Gward Houarn ha chom a reas feal d'an emglevioù a oa etre Roumania, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall.
E 1940 e rankas Roumania lezel un tamm mat eus he ziriad da vont gant Hungaria (Treuzsilvania), gant an Unvaniezh Soviedel (Bukovina, Bessarabia) ha gant Bulgaria (Dobroudja). Diwar neuze e voe gwanaet galloud Carol II er vro ; rankout a reas envel ar jeneral Ion Antonescu, eus an tu-dehoù pellañ, da gentañ ministr, ha lezel e blas gant e vab Mihai.
Repu a gavas e Portugal, ma voe degemeret gant Salazar en Estoril. Eno e timezas gant Elena Lupescu e Mezheven 1947 kent mervel e 1953. Beziet e voe e Portugal hag e 2003 e voe kaset e relegoù da iliz-veur Curtea de Argeș e Roumania. Enni emañ ivez relegoù e dad Ferdinant Iañ hag e wreg Maria Lupescu.