Ion Antonescu
Ion Antonescu (Pitești, 15 Mezheven 1882 - prizon Jilava, 1añ Mezheven 1946) a oa un ofiser ha politiker eus Roumania. E penn armeoù Roumania e voe hag e penn ar stad eus 1940 betek 1944, gant an titl conducătorul statului ("levier ar stad").
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Roumania |
Anv e yezh-vamm an den | Ion Victor Antonescu, Ion Antonescu |
Anv-bihan | Ion |
Anv-familh | Antonescu |
Deiziad ganedigezh | 2 Mez 1882 |
Lec'h ganedigezh | Pitești |
Deiziad ar marv | 1 Mez 1946 |
Lec'h ar marv | Jilava |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Pried | Maria Antonescu |
Den heverk | Adolf Hitler |
Yezhoù komzet pe skrivet | roumaneg, galleg |
Kondaonet evit | torfed brezel |
Micher | politiker, milour, diplomat |
Karg | Kentañ Ministr Roumania, Chief of the Romanian General Staff, Minister of Foreign Affairs of Romania |
Bet war ar studi e | École Spéciale Militaire de Saint-Cyr |
Strollad politikel | independent politician |
Komzoù diwezhañ | Vous ne m'avez pas tué, messieurs, tirez encore ! |
Perzhiad e | Loskaberzh |
Grad milourel | marshal |
Commander of (DEPRECATED) | Romanian Armed Forces |
Brezel | Brezel-bed kentañ, 1907 Romanian Peasants' Revolt, Second Balkan War, Hungarian-Czechoslovak-România War, Eil Brezel-bed |
Skour lu | Romanian Land Forces |
Darvoud-alc'hwez | November 20, 1940, Romania formally joined the Axis alliance (Germany, Italy, and Japan), Loskaberzh |
Prizioù resevet | Knight's Cross of the Iron Cross, Order of Michael the Brave, Order of the German Eagle, Grand Cross of the Order of the White Rose of Finland, Grand Cross of the Order of the Cross of Liberty |
Gouzañverien | Romanian Jews, Ukrainian Jews, Romed |
Ezel eus bodad-stur arme Roumania e voe e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Etre 1922 ha 1926 e voe kargad a-berzh an arme e kannati Roumania e Pariz, hag e Londrez da c'houde. E 1937 e voe anvet da jeneral, e penn bodad-stur an arme. Ha goude-se e voe anvet da vinistr ar Brezel e gouarnamant Octavian Goga, ur gouarnamant eus an tu-dehoù hag enep-yuzev.
E deroù 1938 e voe divodet ar gouarnamant gant ar roue Carol II, a savas ur renad anvet "karlouriezh" a oa un doare diktatouriezh met a stourme ouzh nerzhioù an tu-dehoù pellañ. Bac'het e voe Ion Antonescu e manati Bistrița, er C'harpatoù. Feal e chomas renad Carol II d'an emglevioù a oa gant ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall. Goude kiladeg armeoù an div stad-se dirak re an Trede Reich, e miz Mezheven 1940, e voe didammet Roumania gant an Nazied. Besarabia a voe roet d'an Unvaniezh Soviedel, ul lodenn vat eus Transilvania a voe roet da Hungaria hag un tamm eus Dobroudja e voe lezet gant Bulgaria. 40% eus douaroù Roumania a voe tennet diganti.
Neuze e voe anvet Ion Antonescu da gentañ ministr ha ren a reas ar vro, gant skoazell faskourien ar Gward Houarn, adalek Gwengolo 1940. Lakaat a reas ar roue da reiñ e zilez hag en em envel a reas Conducător d'ar 14 a viz Gwengolo. E miz Genver 1941 e klaskas ar Gward Houarn ober un taol-stad, met flastret e voe ha diwar neuze e renas Antonescu war ar vro e-unan, e penn un diktatouriezh renet gant an arme. Ouzhpenn bezañ Kentañ Ministr e oa ivez ministr an Aferioù diavaez ha ministr an Difenn.
Evit adtapout an douaroù kollet gant Roumania e tuas Ion Antonescu gant Alamagn Adolf Hitler hag Italia Benito Mussolini ha disklêriañ ar brezel d'an Unvaniezh Soviedel. Mont a reas soudarded rouman d'en em gannañ gant an Alamaned da aloubiñ an Unvaniezh Soviedel. Dindan ren Antonescu e voe lazhet ouzhpenn 300 000 a Yuzevien hag ouzhpenn 20 000 a Romed.
Daoust ma oa krog Antonescu da gaozeal gant ar Gevredidi en hañv 1944, pa wele e oa an avel o treiñ, e c'hoarvezas un taol-stad a-enep dezhañ, renet gant ar roue Mikael Iañ, d'an 23 a viz Eost 1944. Kaset e voe an diktatouriezh d'an traoñ. Harzet e voe Ion Antonescu, barnet, kondaonet d'ar marv ha lazhet d'ar 1añ a viz Mezheven 1946.