Ce cochon de Morin zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, en 1882, embannet en dastumad Contes de la bécasse.

Ce Cochon de Morin a oa bet embannet e Gil Blas an 21 a viz Du 1882, gant an anv-pluenn Maufrigneuse. Goude-se e voe adembannet en dastumad Contes de la bécasse[1] ha lakaet da eil war-lerc'h La bécasse.

An danevell

kemmañ

Istor Morin, merser e La Rochelle, a zistro eus Pariz, goude tremen ur pemzektez eno. Er porzh-houarn e wel ur plac'h yaouank, Henriette Bonnel. He heuliañ a ra en tren. Klask a ra pokat dezhi. Spontet ar plac'h, gervel a ra implijidi, ha harzet Morin.

Notennoù

kemmañ
  1. Volume Maupassant, contes et nouvelles, page 1488, Bibliothèque de la Pléiade

Liamm diavaez

kemmañ