La Maison Tellier (dastumad)
La Maison Tellier zo anv un dastumad danevelloù diwar zorn ar skrivagner gall Guy de Maupassant e 1881
Istor
kemmañAr c'hentañ eus ar pemzek dastumad a voe embannet e-kerzh buhez ar skrivagner eo hemañ. Tri all a voe embannet war-lerc'h e varv, hep menegiñ an embannadurioù klok eus e oberenn. Gant an embanner Victor Havard e voe lakaet e gwerzh. Un adembannadur kresket a voe en 1891, e ti un embanner all, Paul Ollendorff.
Danevelloù al levr
kemmañEn embannadur kentañ, e 1881, e oa an eizh danevell-mañ:
- La Maison Tellier (diembann)
- Sur l'eau (Le Bulletin français, 1876)
- Histoire d'une fille de ferme (Revue Politique et littéraire, 1881)
- En famille (La Nouvelle Revue, 1881)
- Le Papa de Simon (1879)
- Une partie de campagne (1881)
- Au printemps (diembann)
- La Femme de Paul (diembann)
En adembannadur 1891 e oa un danevell ouzhpenn, Les Tombales, lakaet da eil.
Degemer
kemmañKenkent hag embannet e voe degemeret mat an dastumad, ha berzh a reas, ha meur a wech e voe advoulet an embannadur kentañ[1]. En 1891, echu ar gevrat gant an embanner Victor Havard, e sinas Maupassant gant an embanner Paul Ollendorff d'ober un eil embannadur kresket gant an danevell Les Tombales.
Gant La Maison Tellier, ha war-lerc'h Boule de suif, e tapas Maupassant brud da vezañ ur gwir skrivagner.
Émile Zola a skrivas e Le Figaro e oa ur "chef-d’œuvre" (ur bennoberenn). Léon Chapron a skrivas ne oa nemet "ordure" (hudurniezh) e L'événement.
Notennoù
kemmañ- ↑ Maupassant, contes et nouvelles, tome 1 : 1875- mars 1884, Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade, 1974, p. 1365 (ISBN 978-2-07-010805-3)