Le Pain maudit (Maupassant)

Le Pain maudit zo un danevell gant Guy de Maupassant, en 1883.

Le Pain maudit zo bet embannet e Gil Blas an 29 a viz Mae 1883, ha sinet Maufrigneuse.

Adembannet eo bet en dastumad Les Sœurs Rondoli[1].

Dediet e oa da Henry Brainne, mignon d'an oberour ha roeñver gantañ e Chatou, war lez ar stêr Saena.

Deverrañ

kemmañ

Intañv eo Taille, gant teir merc'h. Anna, ar verc'h henañ, he deus kuitaet ti he zad, enep dezhañ, da vevañ gant an Aotrou Dubois, ur barner war an oad. Tad ha merc'h n'en em zarempredont ket ken, met lorc'h zo en tad o welout e vev e verc'h er binvidigezh.

An eil merc'h, Rose, zo 'vont da euredién da vab ur barazher pinvidik, ha lorc'h en tad ivez. Anna a deu neuze, goude klevet ar c'heloù, da di he zad, hag a ginnig ober ar pred eured en he zi, war he c'houst. Laouen an daou diegezh gant an espern. Goude tremenet dre an ti-kêr hag an iliz, an holl da di Anna.

Notennoù

kemmañ
  1. Maupassant, Contes et Nouvelles, tome I, pajenn 1532, Bibliothèque de la Pléiade