Chapel-Karozh
Chapel-Karozh | ||
---|---|---|
Iliz katolik an Itron-Varia. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | La Chapèll-Carotz | |
Anv gallek (ofisiel) | La Chapelle-Caro | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Mourieg | |
Kod kumun | 56037 | |
Kod post | 56460 | |
Maer Amzer gefridi | Michel Guégan 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Traoñ an Oud ha Lanvaoz | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Lec'hienn web | http://www.lachapellecaro.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 344 ann. (2013)[1] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 78 m bihanañ 15 m — brasañ 117 m | |
Gorread | 16,49 km² | |
kemmañ ![]() |
Chapel-Karozh a oa ur gumun eus Breizh e kanton Mourieg e departamant ar Mor-Bihan.
Bodet e oa gant Killi ha Roz-Sant-Andrev d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Traoñ-an-Oud[2].
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
Stumm kozh ebet roet
ArdamezioùAozañ
Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en erminoù, ouzh 2 ha 3 en argant e ziv dreustell en gul.
IstorAozañ
ar Chapel-Karozh e oa un drevadenn eus Ploermael.
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh : krouet e voe kumun Chapel-Karozh e 1790 diwar un drev eus parrez katolik Ploermael. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Chapel-Karozh e kanton Karozh ; e Bann Ploermael edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Karozh ha lakaet ar gumun e kanton Malastred. Lakaet e oa bet Karozh en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[3][4].
- Relijion gatolik : un drev e oa Chapel-Karozh betek 1802 pa voe lakaet da barrez wir.
XXvet kantvedAozañ
- 57 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 6,23 % eus he foblañs e 1911 [5].
- Mervel a reas c'hwec'h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [6].
- D'ar 16 a viz Mae 1945 e voe kavet korf un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 d'al lu alaman e Kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen [7].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Kastell Krevi XIVvet kantvlead ; ar C'hrevi a oa un ti-serjant gwechall-gozh stag diouzh Ploermael. Unan eus din ar romaned e oa bet en a-raok, ivez.
- Iliz katolik an Itron-Varia.
- Chapel Sant-Meven XVIIvet kantvlead ; div zelwenn eus Sant Meven a gaver enni, ken kozh, pe dost, hag ar savadur.
- Monumant ar re varv.
Liac'hvenAozañ
Liac'hven an Ti Toull zo unan e-mesk an nebeud liac'hvenoù diouzh stumm re Añje, a vez kavet e reter an departamant.
Seblantout a ra ar monumantoù eus ar stumm-mañ bout yaouankoc'h eget liac'hvenoù klasel get trepas. Ouzhpenn bout bras-tre, e vezont anavezet dre o c'hambr reizhkogn (amañ 4,30 metrad a hirded ha 2 vetrad a zigorded) ha dre o forched. Ne chom amañ nemet ur gambr, hanter guzhet edan ar grugell diskaret. Savet er bleadoù kentañ an drivet milvlead a-raok JK, da lâret e dibenn mare an Nevezoadvezh ar Maen.
Eno en em gav an drouized mod nevez bep blez d'ober o lid, e dibenn miz Gwengolo.
Poblañsouriezh abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 |
---|---|---|---|---|---|---|
827 | 883 | 874 | 1053 | 1139 | 1200 | 1296 |
Niveroù adalek 1962 : Poblañs he kontoù doubl |
MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Arrêté du 24 décembre 2015 portant création de la commune nouvelle de Val-d'Oust.
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 70
- ↑ Cassini - EHESS - Karozh - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 322-329