Ar Colt New Service a zo ur revolver daou-ober produet etre 1898 ha 1946 gant an embregerezh stadunanat Colt. Ar revolver standart diwezhañ e voe en arme ar Stadoù-Unanet etre 1909 ha 1911 dindan an anv Colt M1909, a-raok ne vije kemeret e blas gant ar bistolenn Colt M1911. Implijet e voe kalz da vare ar Brezel-bed Kentañ[1], estreget gant ar Stadoù-Unanet, peogwir e voe pourvezet armeoù Breizh-Veur ha Kanada gantañ ivez[2].

Colt New Service
Skeudenn ar pennad Colt New Service

Ur revolver Colt New Service stumm Shooting Master
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver
Kalibr Stummoù kentañ
.38-40
.44 Russian
.44 Special
.44-40
.45 Colt
.455 Webley
Stummoù all
.45 ACP
.38 Special
.357 Magnum
Ha reoù all
Saver Colt
Bloavezh krouidigezh 1898
Mare produiñ 1898 - 1946
Mare servij 1909 - 1911 (arme ar Stadoù-Unanet)
Niver produet War-dro 356.000
Pouez ha muzulioù
Pouez 1,1 kg
Hirder 273 mm
Hirder ar c'hanol 140 mm
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Revolver daou-ober
Tizh mont e-maez ar boledoù 198 m/s
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Meur a adstumm eus an New Service a zo bet produet. Ar re nesañ eo an Target hag ar Shooting Master savet evit ar sportoù tennañ. Ar revolver Colt kentañ eo en doa un daboulin da wintañ hag a droe e tu nadozioù un horolaj. War-dro 356.000 skouerenn anezhañ a zo bet produet en holl[2].

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.74
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Colt New Service Modèle 1909 en .455 Webley war littlegun.info (lennet d'an 21/08/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan